Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/365

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
333
pedervet loden.

sunt materia sacramenti, a lavar ar c’honcil a Drant [1]. E sacramant an nouen, ar vatier eo an onctionou a ra ar belec gant an oleo sacr var memprou an ini clân. Ar vatier, er zacramant a urs, eo an asten a ra an escop d’e zaouarn azioc’h pen ar re a receo ar veleguyach. Er briedelez, consantamant ar re a zemez eo a ra matier ar sacramant, hervez ar c’honcil a Drant.

Ar furm eo ar c’homzou a brononç ar belec pe an escop en ur rei ar sacramanchou ; 1° me ho padez ; 2° me ho merq eus a verq ar groas ; 3° hema eo va c’horf, hema eo va goad ; 4° me a ro deoc’h an absolven eus ho pec’hejou ; 5° dre’n onction-ma ha dre’n drugarez a Zoue, ra vezo pardonet deoc’h ar pec’hejou hoc’h eus cometet, etc. ; 6° recevit ar Speret Santel evit ma vezo ho ners, etc. ; 7° me hoc’h unis evit priejou.

Ar ministr: an escop hepquen a ell rei ar gonfirmation hac an urs, hac an oll veleyen aprouet a ell rei ar pemp sacramant-all ; e cas a neccssite, pep den memes a ell badezi, nemet en devezo un intantion conform da ini an Ilis.

An amzer e pehini en deus hor Zalver instituet ar sacramanchou. Lod anezo en deus instituet aroc, ha lod-all goude e resurrection. Ar vadiziant a instituas en deiz ma voue badezet e-unan, gant sant Ian, e rifier Jourden [2]. Er moment-se, eme sant Augustin ha sant Gregor a Nazianz [3], e roas d’an dour ar vertus da brodui ar c’hraç. An Aviel a zesq deomp penos hor Zalver a roe ar sacramant-ma e-unan aroc e bassion ; rac, disquibien sant Ian a lavare d’ho mæstr penos un niver bras a dud en em adresse da Jesus evit receo diganthan ar vadiziant : eccè hic baptizat, et omnes

  1. [Cf. Concil. Trident., Sess. XIV, can. 3.]
  2. [Gw. Matth. III, 13-17; Marc. I, 9-11; Luc. III, 21-22.]
  3. [Meneget int o-daou diwar g-Catech. Trident., II, 2, q. 20. N'anavezer ket sklaer awalc’h eus peseurt pennadoù zo kaoz amañ.]