Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/364

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
332
doctrin ar guir gristen.

merq pehini a zervich da ziffaranti ur c’hristen eus an ini ne dê quet. Ar gonfirmation a imprim ive ar c’haracter pe ar merq a zoudard da Jesus-Christ, hac a ro da anaout ar re o deus recevet ar sacramant-ma eus ar re n’o deus quet. An urz a imprim ar merq pe ar c’haracter a velec, hac a zervich da ziffaranti ministret an Autrou Doue diouz an dud-all. Ne veler quet ar c’haracteriou pe ar mercou-ma ; mæs Doue o guel hac o c’honsidero un deiz evel mercou-bras a silvidiguez, pe a zaounacion.

E pep-unan eus ar zacramanchou e tleomp diffaranti principalamant pevar zra : ar vatier, ar furm, ar ministr hac an amzer e pehini eo bet instituet[1]. Er vadiziant, ar matier eo an dour, hervez ar c’homzou-ma eus hor Zalver : den na ell antren e rouantelez an êe, nemet goude an eil guinivelez pehini a recever dre’n dour ha dre’r Speret Santel : nisi quis renatus fuerit ex aqua et Spiritu Sancto, non potest introire in regnum Dei [2]. Er gonfirmation, ar vatier eo an onction a ra an escop gant an oleo sacr hac an asten a ra d’e zaouarn var ben ar re a dle beza confirmet : tunc imponebant manus super illos et accipiebant Spiritum Sanctum [3]. E sacramant an auter, ar bara hac ar guin eo a so ar vatier, o veza ma en em zervichas ive hor Zalver anezo : accepit panemaccepit calicem [4]… Pec’hejou, ar pænitant hac e c’hlac’har da veza o c’hometet, a zo ar vatier er zacramant a binigen : peccata et actus pœnitentis

  1. An deologianed n’en em accordont quet var bep-unan eus ar poënchou-ma ; mæs avoalc’h e caver raporti amâ santimant un darn anezo.
  2. [Joan. III, 5.]
  3. [Act. VIII, 17.]
  4. [Matth. XXVI, 26-27.]