Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/363

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
331
pedervet loden.

ar c’hraç, evel m’en doa an dour-se ar vertus da barea quement ini a zisquenne ennân.

Instituet gant hor Zalver Jesus-Christ : rac n’ez-eus nemet Doue hac a alfe staga ous a zinou exterior, evel ar sacramanchou, ar vertus da brodui ar c’hraç dreizo o-unan : ex opere operato ; ar pinigennou hac an œuvrou-mâd ne broduont quet ar c’hraç dreizo e-unan; mæs dre sicour Doue ha dre sicour an ini o gra: ex opere operantis. An Ilis a ell benniguet un objet, ha disquez an hent a gundu d’ar zourcennou divin-ma ; mæs dorn Doue hepquen a ell lacat enno an dour mysterius eus e c’hraç : Doue hepquen a ell digueri an tenzoriou divin-ma e pere e cavomp a bep seurt madou spirituel, ar magazinou eürus-ma pere a ro deomp a bep seurt armou spirituel a-enep adversourien hor silvidiguez.

Evit hor santifia : da lavaret eo, evit rei deomp pe gresqui ennomp ar vuez a c’hraç hac a zantelez : ar re-so er stad a bec’het marvel, a receo buez ar c’hraç, hac ar re-so e stad a c’hras, a ell cresqui e graç hac e santelez o caout recours d’ar sacramanchou.

Evel-se ez-eus daou seurt sacramanchou ; sacramanchou ar re veo ha sacramanchou ar re varo. Sacramanchou ar re varo, pe ar re-so e stad a bec’het marvel, ha dre eno, maro dirac Doue, a zo ar vadiziant hac ar binigen ; sacramanchou ar re-veo, pe ar re a so e stad a c’hraç, a zo ar pemp sacramant-all.

Beza ez-eus sacramanchou pere a imprim caracter, evel ar vadiziant, ar gonfirmation hac an urz, ha pere, abalamour d’ar ræson-se, na eller da receo nemet ur vech. Ar c’haracter-se a zo ur