Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/361

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
329
pedervet loden.


Petra eo ur sacramant ? Ur sacramant a zo ur sin sansibl eus a ur c’hraç invisibl, instituet gant hor Salver Jesus-Christ evit hor santifia.

Ur zin : ur merq, un dra sansibl pehini a ell beza tizet gant hor squianchou naturel, da c’houzout eo,pehini a ellomp da velet gant hon daoulagad, da glêvet gant hon discouarn, da douch gant hon daouarn.

Eus ur c’hraç invisibl : da lavaret eo, ur sin sansibl eus a ur c’hraç pehini ne allomp quet da velet, ha pehini ell beza tizet gant nicun eus hor squianchou naturel. Er sacramanchou ez-eus eta traou pere a velomp hac a glevomp, ha traou-all pere na velomp ha na glevomp quet. Evel-se, er vadiziant, an dour a scuiller var ben ar c’hrouadur, ar c’homzou a brononcer, a zo traou pere a veler hac a glêver ; mæs ne veler na ne glêver graç Doue pehini a velc’h an ene eus ar pec’het originel, er memes amzer ma velc’h an dour pen ar c’hrouadur… Er gonfirmation : an esccop, e zaouarn astennet azioc’h pen ar re a dle beza confirmet, an oleo sacr quemesquet gant baum pehini a frotter ous o zall en ur ober sin ar groas hac en ur lavaret : ego signo te signo crucis, in nomine Patris, etc. ; me ho merq eus a verq ar groas en hano an Tad, etc., a zo traou pere a eller da velet ha da glêvet, hac a so hanvet sacramant ; mæs ar Speret Santel pehini a zisquen varnezo, e c’hraç pehini a antren en o c’halonou, a zo traou pere ne aller na da velet na da glêvet. E sacramant an auter, ar bara a gaç ar belec ganthan da gonsacri, ar guin a laca er c’halir hac ar c’homzou a brononç evit o c’honsacri, a zo traou pere a veler pe a glêver ; mæs corf, goad, ene