Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/358

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
326
doctrin ar guir gristen.

membro [1] ; dont a reomp neuse da veza bugale adoptif d’ar Verc’hes Vari evel ma teuomp da veza bugale adoptif da Zoue ha d’an Ilis… Jesus-Christ e-unan a roas deomp-oll divar ar groas ar Verches sacr evit mam, pa lavaras da bep-unan ac’hanomp e personach sant Ian : va mab cetu ama ho mam : fili, eccè mater tua [2]. Bezomp eta recours gant fizianç da brotection hor mam, leveromp dezi a greiz hor c’halon : pedit , Guerc’hes santel, evit an oll gristenien e general e particulier evidomp-nî pec’herien baour ! Ora pro nobis peccatoribus. Ped guech ne veler quet ur vam vâd, oc’h en em lacat etre ur c’hrouadur coupabl hac un tad courroucet ? Hoguen, ar Verc’hes Vari a zo ar vella hac an denerra eus an oll mamou en andret ar pec’her, abalamour ma e deus douguet en e c’horf sacr rançon ar bec’herien, ha ma eo bet furmet eus he læz ar goad so bet scuillet evit redemption ar bed. Etouez oll dangerou ar vuez præsant, sellomp alies ous ar stereden gaër-ma, eme sant Bernard [3], gant aoun da fazia en hent a gundu d’ar barados ; bezomp alies recours d’an hano a Vari : respice stellam, invoca Mariam.

Brema : da lavaret eo en draouïen-ma a zaëlou, er vro-ma a exil, var ar mor rust ha dangerus eus ar bed-ma : brema, epad ar vuez poanius-ma pehini ne dê nemet ur brezel cuntinuel a-enep hor passionou hac a-enep adversourien hor silvidiguez a bere ar valiç hac ar fulor a gresq dre ma tosta an heur eus hor maro. Spliomp ar Verc’hes Vari da bedi evidomp e pep amzer, mæs ispicial en heur eus hor maro et in hora mortis nostræ ; en heur diveza-se e pehini e

  1. [I. Cor. XII, 27.]
  2. [Cf. Joan. XIX, 26-27.]
  3. [Gw. uh.]