Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/357

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
325
teirvet loden.

rust eus ar bed, savomp alies hon daoulagad varzu ar stereden-gaër-ma evit gallout erruout mâd, ha mont hep fazi varzu ar pors eürus eus hor silvidiguez : respice stellam, invoca Mariam [1].

Mam da Zoue : conceo a reot, eme an æl, ha lacat a reot er bed ur mab pehini a vezo hanvet mab an Autrou souveren : et filius Altissimi vocabitur [2]… A beleac’h e teu d’în-me ar seurt enor, da receo em zy mam va Zalver ha va Doue, eme santes Elisabeth, inspiret gant ar Speret Santel ! Undè hoc mihi ut veniat mater Domini mei ad me ? [3] Ar pevar Avieler a lavar ive penos eus ar Verc’hes sacr eo bet ganet hor Zalver Jesus-Christ : de qua natus est Jesus qui vocatur Christus [4]… Enoromp eta ar Verc’hes Vari, abalamour ma’z-eo veritablamant mam da Zoue, hac abalamour ma’z-eo meurbet agreabl d’he Mab divin an enor a rentomp dezi ; rac mar dê guir penos e c’henoromp Jesus-Christ oc’h enori e verzerien, oc’h enori e vam, e rentomp dezan c’hoas cals brassoc’h-enor, eme sant Ambroas : quisquis honorat martyres, honorat et Christum [5]. Ar mæstr a enoromp e personach e servicherien, eme sant Jerom, mæs en enori a reomp c’hoas muioc’h oc’h enori e vam : honoramus servos ut honor servorurn redundet ad Dominum [6]. Enoromp ar Verc’hes sacr eus a greiz hor c’halon evit gallout, dre’r voyen-se, plijout d’ar mab ha d’ar vam hac en em santifia hon-unan.

Pedit evidomp-nî, pec’herien : ouspen ma’z-eo mam da Zoue, ar Verc’hes Vari a zo ive mam d’an oll gristenien e general, o veza na reomp-oll nemet ur memes corf gant Jesus-Christ dre’r vadiziant : unum corpus efficimur [7]membra de

  1. [Bern., Homil. II de Laud. Virg. (in Luc. I, 26-27), 17.]
  2. [Luc. I, 32 (diwar Eccli. IV, 11).]
  3. [Luc. I, 43.]
  4. [Matth. I, 16.]
  5. [Maxim. Taurin., Sermo LXIX (in d. nat. ss. Petri & P.), admon. (Alies lakaet war gont s. Ambroas.)]
  6. [Hieron., Epist. CIX (ad Ripar.), 1.]
  7. [Cf. Rom. XII, 5.]