Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/354

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
322
doctrin ar guir gristen.

ha da ziscleria dezi ez-eo leun a c’hraç, ornet a bep seurt vertuziou, agreabl d’he c’hrouer, hac exant eus an disterra imperfecfion ! Tota pulchra es, anima mea, et macula non est in te [1]. Heuillomp exempl an æl, saludomp ar Verc’bes sacr gant ur guir respet, pa’z-eo ur mor a c’hraçou hac a zonæsonou ar Speret Santel, pedomp-y da obteni deomp digant Doue un darn anezo. Ganthi ema an Autrou Doue, Dominus tecum, adalec an instant eus he c’honception dre un azistanç perpetuel, oc’h he gouarn, oc’h he c’hundui hac oc’h he difen diouz pep pec’het : dre fæçon ne dê quet en em gontantet d’he orni a bep seurt graçou, mæs e-unan eo falvezet dezan chom ganthi, evel ur gardien, evit dihoal an tenzoriou a c’hraç a bere en devoa he ornet. Goulennomp ive, dre he intercession, ma chomo Doue gueneomp dre e c’hraç, ha ni ganthan. Caout graç Doue en hor c’halon a zo caout un tenzor ar preciussa : an ini-so Doue ganthan, n’en deuS ezom da gaout aoun rac netra : non timebo mala, quoniàm tu mecum es [2]… Goude beza clêvet gant an æl penos ar Verc’hes sacr a zo e guirionez ornet a bep seurt graçou ha dihoallet gant Doue e-unan, ne dleomp quet beza estonet oc’h e glêvet o tesqui deomp penos ez-eo ive benniguet dreist an oll groaguez : benedicta tu in mulieribus ; benniguet eo en effet dreist an oll groaguez, abalamour ma’z-eo bet choazet en o zouez-oll, ha præferet dezo-oll evit beza mam da Zoue, d’he Zalver ha d’he C’hrouer pehini e deus concevet hep ofanç-ebet d’he guerc’hdèd ; douguet en he c’horf sacr hep diæzamant, ha genet hep poan, ar pez a zo quellies a viracl eus an oll galloud a Zoue.

  1. [Cant. IV, 7 (gant « amica mea »).]
  2. [Ps. XXII, 4.]