Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/353

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
321
teirvet loden.

Ave, Maria, evit disquez penos n’hon deus alvocades na nicun da intercedi evidomp dirac Doue, quer galloudus ha ma’z-eo ar Verc’hes Vari ; hac evel-se, goude beza lavaret ar beden en deus desquet deomp hor Zalver, e troomp neuse-souden ous e vam sacr, evit gallout, gant he sicour, obteni ar pez hon deus goulennet er Bater ; evel er bed-ma, pa hon deus præsantet ur requet da ur prinç, e teuomp d’en em recommandi d’an nep a ouzomp erfad a zo guella deut dezan, evit ma vezo surroc’h-aze accordet deomp ar pez a c’houlennomp.

II. Teir loden-so en Ave, Maria : ul loden a veuleudi, ul loden a action a c’hraç hac ul loden a c’houlen… Al loden guenta a so composet eus a gomzou an arc’hel Gabriel d’ar Verc’hes Vari, pa deuas d’he saludi evit heza mam da Zoue: me ho salud, leun a c’hraç ; an Autrou Doue so gueneoc’h ; benniguet oc’h dreist an oll groaguez [1]… An eil loden a so composet eus ar c’homzou a adressas santes Elisabeth d’ar Verc’hes sacr, pa deuas d’he bizita : ha benniguet ar frouez eus ho corf santel [2]… An deirvet loden a zo composet eus ar c’homzou-ma pere so ajoutet gant hor mam santel an Ilis : santes Mari, mam da Zoue, pedit evidomp pec’herien, brema hac en heur eus hor maro.

III. Cetu ama petra sinifi pep-unan eus ar c’homzou a bere eo composet an Ave, Maria. El loden guenta pehini-so ul loden a veuleudi, an archel a lavar d’ar Verc’hes sacr : me ho salud, leun a c’hraç ; pebes enor, evit ur grouadurez, guelet ur messager eus an êe o tont eus a berz Doue d’he saludi gant ur respet ar brassa,

14

  1. [Luc. I, 28.]
  2. [Luc. I, 42.]