Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/351

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
319
teirvet loden.

en êe : fiat voluntas tua, sicut in cœlo et in terra… Goude beza requetet ma vezo hon tad-mâd anavezet, caret hac adoret gant an oll ; ma rêno ennomp er bed-ma dre e c’hraç ha ma raï deomp rên ganthan en e c’hloar er bed all ; ma raï e pep-tra e volontez en hon andret, goulennomp diganthan c’hoas, gant fizianç, en eil loden eus ar Bater, ma roï deomp, dre e vadelez, hon oll ezomou quen spirituel, quen corporel : o veza ma’z-eo un tad-mâd, hac ur mæstr carantezus pehini en deus sourci, memes eus a laboucet an êe, ne vanco quet da bourvei da ezomou e vugale hac e zervicherien fidel, rac-se n’en em nec’homp quet re gant an amzer da zont : panem nostrum quotidianum da nobis hodiè… Pedomp-ên ive da bardoni deomp hor pec’hejou ; hac evit beza pardonet hon-unan, pardonomp ive d’ar re-all eus a greiz hor c’halon : dimitte nobis debita nostra, sicut et nos dimittimus debitoribus nostris… Mæs nebeud e servichfe deomp beza pardonet, mar cuezomp a nevez er pec’het ; rac-se pedomp c’hoas an Autrou Doue d’hor præservi diouz an tentationou dangerus evit hor zilvidiguez, pe da rei deomp an ners d’o zrec’hi, o veza na ellomp quet chom hep beza tentet en ur fæçon-bennac, pa’z-eo guir penos hor buez a zo ur brezel cuntinuel var an douar : et ne nos inducas in tentationem… Achui a dleomp oc’h ober da Zoue ar goulen-ma e pehini eo comprenet an oll goulennou-all : mæs hon dilivrit a zrouc, da lavaret eo, eus ar pec’het pehini eo ar guir drouc, hac eus ar punitionou dleet d’ar pec’het, da c’houzout eo, eus ar poaniou temporel hac eus ar boaniou eternel : sed libera nos à malo… Evel-se bezet græt :