Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/350

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
318
doctrin ar guir gristen.

o zad, int pere ne fell quet dezo beza e vugale ? penos e credont-hy goulen ma vezo santifiet e ano, int pere ne heanont d’e vlasphemi ha da rei goal exempl d’ar re-all ! penos e c’houlennont-hy ma rêno en o c’halon, int pere na fell dezo quen mæstr, na quen roue, nemet an drouc speret ! Lavaret a reont da Zoue : ho polontez bezet græt ; int pere ne reont jamæs nemet o bolontez o-unan ! Roit deomp hirio hor bara pemdeziec ; int pere a gred e recevont pep-tra digantho o-unan, na pere ne zongeont nemet destum evit an amzer da zont ! Pardonit deomp hon offançou ; int pere ne bardonont da zen ! N’hon abandonit quet d’an dentation ; int pere en em expos alies-bemdez d’ar brassa tentationou hac en em blich e pep seurt occasionou a bec’het ! Mæs hon dilivrit a zrouc ; int pere a gar ar pec’het ha quement a gundu varzu ennan !… Allas ! o feden e c’hondaon o-unan !

Na pedomp quet eta eveltho, mæs pedomp gant respet ha gant attantion, gant humilite ha gant ur galon distag eus ar pec’net. Guir vugale da Zoue, d’ar guella ha d’an tenerra eus an oll dadou, requetomp a greiz hor c’halon ma vezo e hano santel santifiet, da lavaret eo, ma vezo e-unan anavezet, meulet hac adoret gant an oll : sanctificetur nomen tuum… Evit er meuli hac en adori evel ma’z-eo dleet, goulennomp diganthan e c’hraç, pedomp-ên da rên en hor c’halon, da veza hor mæestr hac hon roue : adveniat regnum tuum… Pedomp-ên c’hoas da zisposi ac’hanomp hervez e volontez santel pehini a dleomp da ober gant ar memes joa hac ar memes hast var an douar, evel ma’z-eo græet gant ar zænt hac an ælez