Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
quenta loden.

fazi ? Scorni a raffemp ma iaffe re hir diouzomp, ha dêvi, ma teuffe re dost deomp ? Piou, nemed Doue, en deus laqueet er firmamant ar stered caër-se pere na ellomp quet da gonta, hac eus a bere, cals, eme an dud gouizyec, a zo brassoc’h eguet an douar ? Piou, nemed Doue, a zalc’h en ær ar c’houmoul-se pere a velomp o ruillal gant quemend a vajeste a zioc’h hor pen, ha pere, evel un dourcil ar c’haëra a scuill ar glao partout dre’r bed evit refresqui an douar ha mezur ar zourcennou ? Piou a laca an dour da redec dre voaziet ar veïn, evel ar goad dre voaziet an dud ? Ar gurun hac an tempest a zent ous ar vouez a Zoue : an douar hac ar guez a ro o froductionou er poent hac en amzer merquet gant ar Brovidanç divin, ar mor fuloret a zeblant avechou beza var ar poent da zortial eus e blaç ; mæs clêvet ha respeti a ra mouez an Autrou souveren pehini a lavar dezan : Dont a ri betec amâ, ha ne’z i quet hirroc’h ; ous ar merq-ma e teuï da derri da fulor… Evel-se an oll draou crouet a annonç deomp penos ez eus un Doue.

II. Mæs hep sortial ac’hanomp hon-unan, e cavomp ur breuven sclear eus a guemen-ma : an union-so etre ar c’horf hac an ene, pere o veza diou substanç quen diffarant, a bartach cousgoude o oll zantimanchou a joa pe a dristidiguez : an disposition admirabl eus a oll izili an den ; ar fæçon incomprenabl dre behini e c’hell en em zervichout anezo, quemen-se oll a ra da anaout patant penos ez-int al labour eus an oll-galloud a Zoue. Ar galon eo al loden breciussa eus an den, hac abalamour da ze, Doue en deus he goloet a esquern-bras pere evel ur c’hoatach-caër he