Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/343

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
311
teirvet loden.

eme an abostol sant Ian, a chom en ur stad a varo ; mæs an ini a bardon hac a gar e vreur, a vezo ive pardonet ha caret gant Doue [1]. Eürus, eme hor Zalver, an dud trugarezus, rac obteni a raint ive trugarez o-unan ! [2]

c’huec’hvet goulen.
N’hon abandonit quet d’an dentation.

Petra c’houlennomp digantDoue dre’r c’homzou-ma ? petra dleomp da ober aroc, epad ba goude an dentation ?

I. Goude beza goulennet pardon eus hor pec’hejou dre’r goulen-all, e pedomp Doue, dre’r goulen-ma, d’hor præservi diouz an dentation, pe da rei deomp ar c’hraç hac an ners d’he zrec’hi ; rac neheud e servichfe deomp receo ar pardon eus hor pec’hejou, ma coessemp enno a nevez, hor stad a zeufe neuse da veza cals terruploc’h dirac Doue : et fiunt novissima hominis illius pejora prioribus [3]… An dentation so ur mouvamant interior pehini hon doug varzu an drouc : evel -se e leveromp ez-omp tentet, pa fell deomp quemeret tra hon nessa ; er squei, pe ober un drouc-bennac dezan, pe deomp hon-unan. An dentationou a so mouvamanchou-fall excitet ennomp dre hor passionou , dre’r pez a velomp pe a glevomp, pe dre’r revolt eus an natur corrompet : rac-se e pedomp Doue d’hor præservi anezo, pe da rei deomp ar c’hraç d’o zrec’hi.

An dentation ne dê quet ur pec’het, dreizi e-unan, ha pa e zrec’homp, ez-eo evidomp un occasion a vilit ; Doue a bermet e vemp tentet, mæs non pas en tu-all d’hon nerz, eme an abostol :

  1. [Cf. I. Joan. III, 14.]
  2. [Matth. V, 7.]
  3. [Matth. XII, 45 ; Luc. XI, 26.]