Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/342

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
310
doctrin ar guir gristen.

doun netra : sine charitate nihil sum [1]. Ar garantez eo an eol pehini a zalc’h hor goulou ellumet, da lavaret eo, pehini hon rent agreabl da Zoue [2] ; ar garantez eo an habit a eüred gant pehini e vezimp recevet e sall ar banquet, da c’houzout eo, an ornamant precius eus a c’hraç Doue, dre behini e vilitomp antren en rouantelez an êe ; ar garantez eo an aour pur pehini a dleomp da acquisita dreist pep-tra, da entent eo, ar vertus a behini e tleomp ober ar brassa istim. Mæs ne dê quet dre e gomzou hepquen, dre e exempl eo en eus ive hor Zalver desquet deomp caret hon adversourien. O veza clevet e zisquibien o pedi an tân eus an êe da zisquen var an dud a serre ho daoulagad da sclerigen ar feiz, e teuas e-unan d’o repren ha da lavaret dezo : fall a rit, en em dreuzporti evel-se, o veza ministret a zouçder hac a peoc’h [3]. Goabeet, dispriset, scoet gant e adversourien epad e bassion, ne respont netra dezo, evit desqui deomp penos e tleomp souffr pep-tra gant patiantet, beza ato praest da bardoni, hac ato disposet da garet ar re a ra drouc deomp. E vuez pen-da-ben a zo bet un exergiç continuel a garantez en andret e adversourien, hac en ur vervel var ar groas e c’houlen pardon evit e vourrevien memes , hac e teu d’o iscusi dirac e Dad eternel en ur lavaret dezan penos ne vouïent petra rent : Pater dimitte illis, nesciunt enim quid fa-ciunt ! [4] Interesset-bras omp hon-unan da bardoni ar re-all; rac, ne vezimp pardonet, nemet e quemeñt ha ma pardonimp : dimitte et dimittemini. Doue a roï deomp gant ar memes muzul ma hon devezo roet d’ar re-all : quâ mensurâ mensi fueritis, metietur vobis [5]. An ini ne gar quet e vreur,

  1. [I. Cor. XIII, 1-2.]
  2. [Cf. Matth. XXV, 1-13.]
  3. [Cf. Luc. XIX, 54-55.]
  4. [Luc. XXIII, 34.]
  5. [Matth.VII, 2 ; Marc. IV, 24.]