Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/341

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
309
teirvet loden.

gourc’hemen a ra deomp hor Zalver, var an exempl en deus roet deomp, ha var hon interest hon-unan. Gourc’hemennet eo deomp gant hor Zalver, caret hon adversourien : guechal e lavaret : carit ho nessa ha cassaït hoc’h adversour ; mæs me, ho mæstr, ho Salver hac ho Toue, me a lavar deoc’h : carit hoc’h adversourien, grit vâd d’ar re o deus græt drouc deoc’h ; pedit evit ar re a zeu d’ho persecuti ha d’ho calomnia : dictum est antiguis : Diliges proximum tuum, et odio habebis inimicum tuum ; ego autem dico vobis : Diligite inimicos vestros, benefacite iis qui oderunt vos et orate pro persequentibus et calumniantibus vos [1]. Quer-bras dezir en deus hor Zalver d’hor guelet o viret-mâd ar gourc’hemen-ma, ma lavar c’hoas deomp e-unan : mar deu deoc’h da zonch pa bræzantit hoc’h offranç var an auter, penos oc’h eus un dra-bennac a-enep ho preur, iit da guenta d’en em reconcilia ganthan, ha neuse deut da offr ho praesant gant fizianç [2]. Ober a rit da Zoue ar sacrifiç eus ho prô, eus ho madou, eus ho prud-vâd, eus hoc’h enor hac eus ho buez memes : sacrifiçou-bras int, mæs guelit aroc o ober ha c’hui a gar ho nessa; rac, hep ar garantez, an traou preciussa ne dalont netra, eme sant Augustin ; mæs gant ar garantez, quement a rêr evit Doue, a vilit ur recompanç infinit : adde charitatem, prosunt omnia ; detrahe charitatem, nihil prosunt [3]. Parlant langach an ælez, anonç an traou da zont, anaout ar mysteriou muia cuzet, beza guizyec e pep-tra, caout ur feiz crê avoalc’h evit treuzporti ar meneziou, quemen-se oll a zo burzudus : mæs ha pa bossedoen an oll donaesonou-se, eme an abostol, hep ar garantez, ne

  1. [Matth. V, 43.]
  2. [Matth. V, 23.]
  3. [Aug. Serm. CXXXVIII, 2.]