Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/339

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
307
teirvet loden.

nostra, sicut et nos dimittimus debitoribus nostris. Dleourien omp oll da justiç Doue dre’r pec’het pehini a vilit punition, rac-se e pedomp an Autrou Doue da chom hep hor punissa ha da bardoni deomp hor dle, evel ma pardonomp d’hor dleourien. Evit ober ar goulen-ma gant ar c’honditionou requis, pevar dra so necesser : en em anzao coupabl, detesti hor pec’hejou, goulen pardon anezo ha pardoni d’ar re-all.

1° En em anzao coupabl : an dud just a guez seiz guech [1], da lavaret eo, lies a vech er pec’het, eme ar Scritur ; oll e tleomp eta en em anaout coupabl ha goulen pardon digant Doue. Leveromp dezan gant ar fermour a behini e parlant an Aviel, eo re-vras hor dle evit gallout o faea var an heur, gortoz gueneomp ha caout truez ouzomp [2]. 2° Ret eo deomp ive detesti hor pec’hejou, quitaat ar goal-occasionou ha cundui ur vuez conform da lezen Doue ; rac mar bevomp er stad a bec’het, e reomp goab eus a Zoue oc’h e bidi da bardoni deomp pec’hejou a bere n’hon deus quet a gueuz, pa na renonçomp quet dezo. 3° Ne dê quet avoalc’h o anaout, o detesti ha renonç dezo, ret eo c’hoas pidi an Autrou Doue d’o effaci. Doue hepquen en deus ar galloud-ma : couëza a reomp ac’hanomp hon-unan evel ma couëz en ur vale bugaligou vian, mæs dorn Doue hepquen a ell hor sicour da sevel : hor sicour a rai, er prometet en deus, hon tad eo, ha ne dê quet ep ræson en deus desquet deomp lavaret : pardonit deomp hon offançou ; mæs evit beza pardonet, ur gondition a zo c’hoas requis. 4° eo ive deomp pardoni ar re-all: rac, an ini ne bardono quet ne vezo quet pardonet, eme ar

  1. [Prov. XXIV, 16.]
  2. [Gw. Matth. XVIII, 21-35.]