Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/338

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
306
doctrin ar guir gristen.

Deomp, ha non pas d’în, evit disquez ar garantez a dle rên etouez an oll dud fidel pere a so oll breudeur ha c’hoarezet e Doue : evel-se un den e-unan a c’houlen evit an oll, ar pez a blich da Zoue, pehini a lavar deomp e-unan, dre c’hinou e abostol, en em garet ha pedi an eil evit eguile. Diligite alterutrum [1]. Orate pro invicem [2].

Hirio : ar pez a zinifi e tleomp lacat evez d’en em jali o songeal en amzer da zont pehini ne dê quet deomp, mæs da Zoue : n’en em jalit quet divar ben an devez varc’hoas, eme hor Zalver, rac ne ouzoc’h quet ha c’hui er guelo : nolite solliciti esse in crastinum [3]. Bezomp eta ur fizianç-vras e Doue pehini a vag hac a visq labouced an êe [4], ha pehini, o veza un tad-mâd, en devezo ive sourci ac’hanomp-ni pere hon deus an heur da veza e bobl hac e vugale : nos autem populus tuus et oves pascuæ tuæ [5].

Hor bara, da lavaret eo, ar pez hon deus ezom evit hor c’horf hac evit hon ene : ar pez-so deomp, o veza ma hon deus er gouneet dre voyennou just ha legitim, da lavaret eo, dre’r beden hac al labour.

Pemdeziec, abalamour ma tleomp er goulen hemdez, ha ma hon deus bemdez ezom anezan.

pempet goulen
Pardonit deomp hon offançou evel ma pardonomp, etc.

Dre’r c’homzou-ma e c’houlennomp digant Doue, ma pardono deomp hor dle, evel ma pardonomp d’hor dleourien : dimitte nobis debita

  1. [Lakaet war gont s. Yann gant Hieron., Comm. in Ep. ad Galat., III, ad VI, 2 & 10 (diwar Joan. XV, 12 : Hoc est præceptum meum, ut diligatis invicem…)]
  2. [Jac. V, 16.]
  3. [Matth. VI, 34.]
  4. [Cf. Matth. VI, 26 ; Luc. XII, 24.]
  5. [Ps. LXXVIII, 13.]