Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
301
teirvet loden.

c’hemennou : ne erru netra gueneomp nemet dre volontez pe dre bermission Doue, ha quement a erru gueneomp, ne erru nemet evit hor brassa-mâd, cousgoude, ha ne vurmulomp-nî quet a-enep an urs eus ar Brovidanç divin, pa erru gueneomp ur c’holl pe un affliction-bennac ?… Ne vurmuljen quet, eme c’hui, ma vizen certen e teuje ar c’boll pe an affliction-se eus a bers Doue ; mæs, un amezec-fall eo en deus, dre valiç laquet an tân em zy, collet va reputation, rac-se ne allin biquen er pardoni : tor bras hoc’h eus, rac, ma na bardonit quet ho preur, ne

viot quet hoc’h-unan pardonet gant Doue pehini en eus permetet e c’herruje gueneoc’h ar c’hollou-se evit ho brassa-mâd, evit effaci ho pec’hejou dre’r binigen, pe evit guelet ha c’hui a vize fidel dezan en adversite evel er brosperite, pe evit exerci ho patiantet ha rei deoc’h leac’h da vilitout dirazan dre’r victoriou a dleïac’h da c’hounit varnoc’h hoc’h-unan ha var adversourien ho silvidiguez… Conformit eta ho polontez da volontez an Autrou Doue ha livirit evel an den santel Job : Doue en devoa roet d’în ar madou, ar brud-vâd-se, ha Doue en deus o lamet diganêen : ar mâd am boa recevet diganthan, perac ne falje quet d’în-me receo ar boan eus e bers ? e hano santel ra vezo meulet ! Dominus dedit, Dominus abstulit ; sit nomen Domini benedictum ! [1] Si bona suscepimus de manu Domini, mala quarè nons uscipiamus ? [2] Senti a rit, eme c’hui ; maes senti a rit-hu pront ha gant joa, evel ar profet Samuel pa lavare : cetu me ama, ma Doue, abalamour m’hoc’h eus va galvet [3] ; pe autramant evel an abostol sant Paul, pa c’houlenne digant an

  1. [Job I, 21.]
  2. [Job II, 10.]
  3. [I. Reg. III, 5.]