Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/332

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
300
doctrin ar guir gristen.

perioret a zo enebi ous Doue memes : qui resistit potestati, Dei ordinationi resistit [1]. Dre’r peder fæçon-ma e c’hellomp anaout bolontez an Aotrou Doue, hac ive, a vechou, dre’n inspirationou zantel a ro deomp. Lavaret a ran a vechou, rac prudant ha mâd eo deomp en em zisfiziout ac’hanomp hon-unan ha quemeret cuzul digant unan-bennac eus ar re-so carguet ac’hanomp, aroc ober ar pez a zeblant beza inspiret deomp gant Doue, dreist-oll, mar de un dra a gonsecanç-bennac.

III. Penos e tleomp-nî ober bolontez Doue ? Hor Zalver en desq deomp er Bater, pa lavar deomp penos e dleomp he ober var an douar, evel ma he gra ar zænt hac an ælez en êe ; hoguen ar zænt hac an ælez en êe a ra bolontez Doue gant ur gonformite barfet, gant hast ha gant carantez. Gant ur gonformite barfet, o veza ne fell dezo nemet ar pez a fell da Zoue, pa fell dezan, hac er fæçon-ma fell dezan : rac-se, dre exempl, an ælez a zo quer contant da veza an instrumanchou hac ar vinistret eus e justiç evel eus e vadelez ; da gundui eneou ar re baour evel eneou ar re binvidic : ene an disterra eus an dud evel ene ar prinç quenta eus ar bed. Gant hast ; hep goulen perac e c’hourc’hemenner dezo an dra-ma pe an dra-hont : o repræsanti a rer gant diou-esquel, evit rei da anaout an hast gant pehini e reont bolontez Doue. Gant carantez, o caret an urz a recevont, ar plaç hac ar garg a roer dezo. Mæs nî, penos e reomp-nî bolontez an Autrou Doue ? Allas, peguen dishenvel eo hor buez ous avaximou an Aviel ? An Autrou Doue e fell dezan hor zavetei, ha nî ne fell quet deomp heuil e c’hour-

  1. [Rom. XIII, 2.]