Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/326

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
294
doctrin ar guir gristen.

en dribunal santel eus ar binigen, petra eo ar guella gantho, pe chom hep o fasq pe renonç d’ar madou-se goal-acquisitet, d’al lubriciteou, d’ar vezventi, d’an assambleou difennet-se, hac e respontont penos ne dint quet evit renonç d’an traou-se, da lavaret eo, penos eo guêl gantho o c’haout eguet caout ar barados. Ar seurt tud-ma a ra goab eus a Zoue, pa leveront : ho rouanielez roit deomp, pa’z-eo guir ni zeziront en o c’ha-lon nemet rên ar pec’het.

II. Goulen a reomp ma rai Doue deomp rên ganthan en e c’hloar er bed-all : an êe a zo an objet eus hon oll esperanç, rac an êe eo hor bro. Doue en deus hor c’hrouet evit rouantelez an êe, hac hor Zalver Jesus en deus acquisitet deomp guir er rouantelez caër-se, dre e varo var ar groas ; mæs falvezet eo dezan e teuzemp bemdez da c’houlen ar recompanç-se ha d’he militout dre hon œuvrou-mâd ; rac-se e lavar deomp en e Aviel : clasquit da guenta rouantelez an êe, hac ar rest a vezo roet deoc’h evel var an oll. Petra servich d’an den, emezan, gounit ar bed-oll mar deu da goll e ene ? Mæs ne dê quet avoalc’h deomp goulen rouantelez an êe, ret eo deomp er gounit dre hon œuvrou-mâd ; quement ini a lavar : Autrou, Autrou, ne antreint quet e rouantelez Doue ; mæs hepquen ar re a raï e volontez [1] ; hoguen, bolontez an Autrou Doue a so merquet en e c’hourc’hemennou ; mar fell deomp eta rên ganthan en e c’hloar, miromp brema e c’hour-c’hemennou, pe autramant n’hon devezo pers-ebet en e rouantelez ; da lavaret eo, ne renimp quet ganthan en e c’hloar er bed-all, ma na rên quet ennomp er bed-ma dre e c’hraç.

  1. [Matth. VII, 21.]