Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/325

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
293
teirvet loden.


I. Goulen a reomp ma rêno Douê ennomp er bed-ma dre e c’hraç, ha ma rai deomp rên ganthan hac e c’hloar er bed-all. Daou dra a c’houlennomp eta digant Doue : ma rêno er vuez-ma en hor c’halonou dre e c’hraç, ha ma rai deomp rên ganthan er barados. Rên a sinifi beza mæstr ; caout ur galloud absolu var ur rouantelez pe var un dra-bennac. Dre’r goulen-ma e pedomp eta an Autrou Doue da veza hor mæstr hac bon Autrou souveren, ha da zisposi ac’hanomp hervez e volontez santel… O veza hor C’hrouer hac hon Doue, ez-eo necesseramant hon Autrou souveren hac e tle necesseramant rên varnomp, hep ma c’hallemp ampech ar rên-ma : mæs beza ez-eus ur rên-all pehini a zepand diouzomp ; ar rên eus e c’hraç : ar rên-ma eo a c’houlennomp diganthan evidomp hon-unan, evit ar bayanet, an hæretiquet, ar bec’herien hac evit an oll e general : lavaret a reomp e fell deomp e renfe ennomp, hac e fell deomp destum calonou an oll gant hor c’halon hon-unan, evit o rei oll dezan assamblez, etre ma tepant diouzomp ; mæs, allas, ma na viromp quet e c’hourc’hemennou, e reomp ar c’hontrol d’ar pez a leveromp : lacat a reomp neuse ar pec’het hac hor passionou da rên en e blaç, hac hon œuvrou a ro da anaout penos ne fell quet deomp e renfe varnomp : nolumus hunc regnare super nos [1]. Ar pec’her obstinet, an den avaricius, ar mezvier, an dud lubric-se a lavar d’an Autrou Doue : renit ennomp dre ho craç ; mæs n’er leveront nemet divar bec o zeod ; en o c’halon e teziront ar pec’het, ar rên eus o fassionou, eus a vadou, a enoriou hac blijaduresou an douar : goulen a rêr digantho, eus a bers Doue,

  1. [Luc. XIX, 14.]