Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/323

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
291
teirvet loden.

eürus ; mæs hon trompla a reont, rac ne deus bonor-ebet nemet e Doue pehini-so ar virionez, o veza ma c’hell en hepquen rassasia hor c’halon, hac o veza na ell nac hon trompla nac en em drompla e-unan : ego sum veritas… Digant Doue eo e recevomp buez hor c’horf hac hon ene : emaomp e Doue, evel ar pesq en dour : hon ene e stad-vâd, a vev eus a c’hraç Doue : graç Doue a zo d’hon ene ar pez ma’z-eo hon ene d’hor c’horf, hor c’horf a chom maro querquent a ma’z-eo sortiet hon ene anezan ; evel-se ive hon ene a chom en ur stad a varo dirac Doue, querquent a ma coll e c’hraç ; Doue a so eta buez pep-unan ac’hanomp : ego sum vita. Mæs, evit beva e graç Doue, e renquer e anaout, e garet hac e zervicha : anavezomp eta, caromp ha servichomp Doue, a greiz hor c’halon, ha requetomp ma vezo anavezet, caret ha servichet gant an oll ; hac evit quemen-se, bevomp hon-unan santelamant, ha dihoallomp da rei goal exempl ; rac, en ur c’hristen-mâd, an hano a Zoue a so santifiet dre’r vuez santel a gundu, evel ma’z-eo dishenoret dre’r goal vuez a gundu ar bec’herien.

II. Requeti a reomp ma vezo santifiet an hano santel a Zoue, ispicial gueneomp hon-unan : la-queomp eta evez d’er profani dre hon leou-douet nac hor blasphemou, na da veza direspet e quever Doue, betec en e demplou santel hac ec’hars treid e auteriou, lavaret a reomp a c’hinou : hoc’h hano bezet santifiet, da lavaret eo, e fell deomp e ve Doue anavezet, caret ha servichet gant an oll ; mæs, mar bevomp-fall hon-unan, mar roomp hon-unan goal exempl ha mar lezomp tud hon ti da veva en disurz, neuse, eleac’h