Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/289

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
257
eil loden.

EIL GOURC’HEMEN.


Cleo devot, ha pen-da-ben,
Sul ha gouël-berz, an oferen.

An Ilis a ordren deomp, dre’r gourc’hemen-ma, assista devotamant en oferen d’ar zuliou ha d’ar goueliou mirabl. Oc’h esplica an drede gourc’hemen a Zoue, hon deus parlantet eus an obligation hon eus da assista en ofiç parres ; ama e c’hespliquimp petra eo an oferen ; e pe seurt intantion e vez offret ; penos e tleer assista enny ha pe seurt pedennou a dleer da lavaret.

I. An oferen a so ur sacrifiç eus a gorf hac eus a voad Jesus-Christ, pere a zo offret da Zoue var an auter dre zaouarn ar belec, dindan ar speçou a vara hac a vin, evit repræsanti ha continui sacrifiç ar groas.

An oferen a zo ur sacrifiç, da lavaret eo, un dra zansibl pehini a vez distruget pe cenchet, evel ma’z-eo ar bara hac ar guin pere a vez cenchet, dre gomzou ar gonsecration e corf hac e goad hor Zalver ; ne chom anezo nemet an apparançou pe ar speçou. Ar sacrifiç santel a vez offret da Zoue hepquen, rac ma’z-eo un homach a doration : cultus latriæ… Memor a rêr en oferen eus ar Verc’hes hac eus ar zænt evit trugarecât doue eus ar graçou en deus accordet dezo, hac evit ma plijo gantho intercedi evidomp dirac Doue. Ar sacrifiç a vez offret da Zoue dre zaouarn ar belec, rac ar veleyen hepquen a zo choazet evit exerci ar fonctionou sacr. Offret e vez ar sacrifiç-ma evit repræsanti sacrifiç ar groas ; evel-se an auter a repræsant menez Calvar, ar hara hac ar guin dis-