Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/264

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
232
doctrin ar guir gristen.

an nessa, e c’heller ober domach dezan hac e oar obliget da restitui. Chetu ama e pe fæçon :

1 Jussio, 2 consilium, 3 consensus, 4 palpo, 5 recursus,
6 Participans, 7 mutus, 8 non obstans, 9 non manifestans.

Jussio : pa ordrenit d’ho bugale pe d’ho servicherien quemeret un dra pehini ne dê quet deoc’h.

Consilium : pa roit da unan-bennac goal ali, dre exempl, da vugale da laërez divar goust o zud : da c’hroaguez, divar goust o friejou ; da zervicherien, divar goust o mistri ; pa aliit, hep ræson, ar re en em glêm ouzoc’h d’en em zigoll injustamant ; ne dê quet ato permetet d’an den ober justiç anezan e-unan, na barn en e affer e-unan.

Consensus : pa gonsantit gant ar re hoc’h eus da velet varnezo ; guelet a rit ho pried, pe ho bugale, pe ho servicherien o laërez hac e c’hassantit gantho, eleac’h o gourdrous pe o f-nissa.

Palpo : pa veulit al laër, dre fæçon d’e zouguen da laërez : clêvet a rit unan-bennac o lavaret e vez bet o laërez an den-man-den, hac e livirit : mâd-sur hoc’h eus græt, hennez-so pinvidic avoalc’h : ar vugale-ma so fin, mâd a reont mont da laërez frouez pa n’o deus quet o-unan.

Recursus : o rei golo d’al laëron, pe autramant ty, pa ouzoc’h ez-int laëron, pe c’hoas o prena digantho. Ar bec’het-ma a zo bras dreist an oll bec’hejou-all, o veza ma couracher al laër o rei boden ha pêamant dezan : pessimum genus receptatorum est [1].

  1. [Cod. Jur. civ., Dig., XLVII, 16, de Receptatoribus.]