Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
231
eil loden.

quet d’ar re-all ar pez a garrent a ve græt dezo o-unan ?

4° Dre zislealdet er partajou e laërer ive en ur fæçon estranch : invantor a vezo græt d’ar vugale, mæs cant tra a vezo cuzet gant intantion d’o derc’hel : traou laëret int eta dre eno memes… Nac a injustiç ive er c’hontrajou hac er partajou a rêr eus al leveou hac eus an traou-all ? Ah ! nac a dud pere ne antreint biquen e rouantelez Doue abalamour d’ar seurt laëronciou !

II. An eil fæçon da ober gaou eus an nessa eo miret outhan e dra, ar pez a rêr o terc’hel ar pez a vez laëret pe gavet, pe o chom hep pêa ar pez a dleer. 1° O terc’hel ar pez a vez laeret, e teuit a vechou da veza quer coupabl hac al laër, pe goupaploc’h : mar dalc’hit traou cavet, a c’hui, oc’h anaout o ferc’hen, e pec’hit marvelamant, rac staga a rit ho calon ous an traou-se pere ne dint quet deoc’h : ur pec’het marvel a gometit quellies guech ma songit enno gant intantion d’o derc’hel : roit e dra d’ho nessa hac an traou cavet d’o ferc’hen, mar gouzoc’h e anaout : ma n’er c’havit quet, goude beza græt, gant cals a brudanç, ho possubl evit e gaout, ho roit-o d’ar paour, pe grit œuvrou-mâd gantho : mar doc’h paour hoc’h-unan, e c’hallit o miret, pe da viana ul loden anezo, hervez avis ho coëssour. 2° Chom hep pêa ho dle pa illit en ober a zo pec’hi assamblez a-enep ar justiç hac a-enep ar garantez dleet d’an nessa : ar justiç a ordren deomp renta da Zaesar ar pez a so da Zæsar [1], hac ar garantez a lavar deomp ober d’ar re-all ar pez a garfemp a vê græt deomp hon-unan.

Hep quemeret hac hep miret netra divar goust

  1. [Matth. XXII, 21 ; Marc. XII, 17 ; Luc. XX, 25.]