Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
229
eil loden.

calloud, nac evit prena e querz ho ty, en ho querz hoc’h-unan, pe e querz ho bugale, quement-so necesser, ma na bourve quet ho pried e-unan : mar dê ho pried ur mezvier, pe ur goal dispgner, e c’hallit cuzet hoc’h arc’hant diouthan, ha gouarn ho tra guella ma ellot, mæs dirac justiç e rencot ober pep-tra en e hano. Quemeret divar goust ho pried evit miret oc’h a ur c’holl, pe oc’h a ur goal affer-bennac, a zo renta servich dezan evel deoc’h hoc’h-unan; evel-se Abigaï guechal, pried da Naboth [sic], a gaças præsanchou bras da Zavid, en despet d’he fried, evit miret na vize revinet e famill hac e lignez [1].

Ar vugale a zo e ty o zad hac o mam en em rent coupabl eus ar memes pec’het a laëronci, o quemeret divar o c’houst, arc’hant, neud, lin pe draou-all evit prena dillad. Nep piou-bennac, eme ar fur Salomon [2], a lavar ne deus quet a bec’het da ur c’hrouadur evit quemeret divar goust tad ha mam, a lavar gaou : rac , eme sant Antonin [3], brassoc’h pec’het a gomet en fæçon-bennac, eguet o quemeret divar goust re-all, abalamour ne de quet naturel da un tad ha da ur vam caout difizianç eus o c’hrouadur pehini ouspen a zo obliget da restitui d’ar vugale-all, mar deus : cousgoude, mar dê bian ar som, ha mar de implijet-mâd, n’ez-eus quet a bec’het.

Ar zervicherien a zo coupabl a laëronci hac obliget da restitui, mar quemeront an disterra tra divar goust o mistri : sul-vuioc’h a fizianç a zo enno, sul-vrassoc’h eo ar pec’het a gometont. Tri seurt servicherien a zo sujet da laërez : 1° ar re o deus ar goal inclination da veza douguet d’ho guinou pe d’ar vaniteou ; 2° ar re a zo debauchet,

  1. [Gw. I. Reg. XXV, 20 sqq.]
  2. [Prov. XXVIII, 24.]
  3. [S.Antonin. Florent., Summa moralis, lib. XIV, c. 4, § 11.]