Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
228
doctrin ar guir gristen.


2° O laërez dre adrez, pe dre guz. Al laëron hac ar friponet o deus mil ardou evit dont a ben eus o dessin : guelit ar bern alc’hueziou a bere en em zervichout [sic], clêvit o c homzou-caër ha remerquit peguer brao e c’houzont trompla… Ama e peder ive ar groaguez, ar vugale e dy, ar zervicherien, ar varc’hadourien hac ar vicherourien da ober reflexion varnezo o-unan, ha da velet hac int n’o deus goal quemeret netra, dre adrez, pe en ur fæçon-all bennac dilennet.

Ur c’hreg a gred e c’hell disposi eus a bep-tra evel e fried, abalâmour ma ema he lod etouez e ini ; guir e deus en effet var he zra, mæs hervez al lezennou, ne deus quet ar galloud da zisposi e-unan anezan, affer he fried eo quemnen-se, hac ar guir-se ne aparchant nemet outhan, ha mar quemer divar e goust pe eus an archant a zo etrezo, somou considerabl, pe evit rei d’he zud, pe evit prena evit-y e-unan, pe evit he bugale traou inutil, hep ali he fried, ez-eo coupabl a laeronci. Sant Augustin, guechal consultet gant ur c’hreg hac y alle rei darn eus he danvez d’ar beorien ha d’an Ilis, hep consantamant he fried, a respontas dezi ne alle quet en ober [1]. Ma ne de quet eta permetet, hervez an doctor-ma, da ur c’hreg implija e danvez, hep ali he fried, en œuvrou a drugarez, eo c’hoas nebeutoc’h permetet dezi o foëta e vaniteou. Mæs, eme c’hui, va fried n’en devoa netra, eus va c’hostez-me ema an oll danvez : ne deus cas, abaoue ma’z-eus communaute etrezoc’h, an danvez a zo dezan da c’houarn, nemet disparti a zanvez a ve etrezoc’h dre voyen ur c’hontrat pe ur gondition-all bennac… Na bec’hit quet cousgoude evit rei an aluzen hervez ho

  1. [Aug., Epist. CCLXII (ad Ecditiam), 4.]