Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/259

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227
eil loden.

e ve occasion dezo epad an deiz, e oar direbech dirac Doue. Evit gallout en em viret pur hac agreabl dirac Doue, beillomp ha pedomp.



SEIZVET GOURC’HEMEN.


Non furtum facies.
Ne laërot quet

Goude e ene, e vuez hac e enor, preciussa tra en deus an den eo e zanvez. Rac-se Doue, dre’r gourc’hemen-ma, a zifen ouzomp quemeret tra hon nessa, nac ober domach-ehet dezan.

E teir façon e c’heller ober gaou oc’h an nessa : o quemeret, o viret e dra injustamant, oc’h ober ur ch’oll bennac dezan.

I. O quemeret injustament pe o laërez tra an nessa : laërez, eme sant Bonavantur, a zo en em zezia eus a dra un-all, en despet dezan [1] ; ar pez a eller da ober e peder fæçon : dre forç, dre adrez, dre usurerez ha dre zislealdet er partajou.

1° Dre forç pe dre nerz, pa forcer unan-bennac da rei e dra, evel a ra al laëron var an henchou-bras, pa c’houlennont ar yalc’h pe ar vuez. Er fæçon-ma e pec’h ive an dud a justiç, hac ar re-vras , en ur barres, ma na rentont quet a justiç-vâd, pe autramant pa ziazezont-fall an taillou, o sama re an intavezed hac ar beorien, evit en em espergn o-unan. O cruella injustiç ! horrupla laeronci ! An dud fall-ma en em c’holo eus a groc’hen an dânvad, petra-bennac ma zint bleizi arraget ; da lavaret eo, en em visca a reont eus a vantel ar justiç evit cometi æssoc’h ha surroc’h o injustiçou : dirac an dud ez-int, alies, guen evel an nerc’h, mæs dirac Doue ez-int vil evel ar fanq.

  1. [Bonav., Specul. animæ, c. 2.]