Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/258

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
doctrin ar guir gristen.

fornicationes [1]. Al lezen ancien a lavare : ne violit quet ; ne guemerit quet tra ho nessa ; mæs al lezen nevez a barlant huelloc’h hac a lavar : ne zezirrot quet memes en ober. Al lezen civil a ell heuill an den var ar ruiou, en henchou hac et plaçou public, ha memes betec en e dy ; mæs na ell quet mont hirroc’h, Doue hepquen a ell tizout betec goelet calon an den : scrutans corda et renes Deus [2] ; rac-se, hor Zalver a lavar en e Aviel : eürus ar re a zo pur a galon, abalamour ma velint Doue ! [3] Ne lezomp quet eta ar pec’het da zisquen en hor c’halonou dre zezir dishonest-ebet, rac netra souillet ne antreo e rouantelez Doue… Ar pez a rent an impurete quer commun eo an aezamant gant pehini e cometer ar pec’het-ma ; rac, er c’hometi a eller dre’n oll squianchou naturel : dre’n daoulagad, oc’h o arreti var objedou pe o len traou dishonest ; dre’n discouarn, o selaou comzou bavard ; dre’n teod, o lavaret traou, o cana soniou pe o conta rismadellou impudic ; dre’n treid, o vont d’an dansou, d’an assambleou difennet ; dre’n daouarn hac ar visach, o veza re-libr ganeomp hon-unan pe gant re-all ; dre’r speret, oc’h en em arreti e songesonou-fall ; dre’n imagination, oc’h en em repræsanti traou-fall græt pe velet ; dre’r volontez, o consanti da zezirou criminal : e pep plaç, e pep amzer, en nos hac en deiz, e pep oad, er yaouanquis hac er gozni, e c’heller, siouas, cometi ar pec’het vil-ma. Hep conta an actionou, pet songeson lubric ne deu quet e speret an dud-fall, couls en deiz evel en nos ? An imaginationou, pe an ureou, n’ez-int quet, evit guir, ato pec’hejou, nemet consanti a rafet dezo pa zihuner, pe, nemet roet

  1. [Matth. XV, 19.]
  2. [Apoc. II, 23.]
  3. [Matth. V, 8.]