Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211
eil loden.

na barlantont nemet eus ar pez a velont a fall ennan ; ar pez a ra d’an abostol sant Ian lavraret penos an ini a goalla e vreur a vale en devaligen [1].

Cetu ama teir ræson pere a dle hon douguen da bardoni a galon-vâd d’ar re o deus hon offancet. 1° Consideromp enno ar voalen eus a justiç Doue pehini en em zervich anezo evit hor punissa, evel ma en em zervich un tad eus a ur voalen evit contraign e crouadur da avanç, pa na zent quet, pe ive pa na fell quet dezan mont buan avoalc’h. Evel-se en em gomporte Job pehini, o songeal er Zabeanet hac er C’haldeanet pere o devoa græt domach dezan, a lavare : Doue en devoa roet d’în ar madou-se, Doue en deus o lamet diganeen, e hano santel ra vezo meulet [2]… 2° Comprenomp penos ar gassoni hon rent henvel ous an drouc-speret, pehini, eme ar Scritur, a zo bet muntrer adalec ar gommançamant ha pehini a ra e zemeuranç etouez an droug hac an drubull [3]. En e galon e ren ato a bep seurt santimanchou a revolt, a zrouc hac a gassoni… 3° Remercomp-mâd, er c’hontrol, penos o pardoni d’hon nessa e teuomp da veza henvel ous Doue pehini en deus pardonet e-unan d’e vourrevien ha pehini a bardon bemdez d’ar pec’her, hac a laca an heaul da zevel var ar re-vad ba var ar re-fall, hac ar glao da ober var ar re just ha var ac bec’herien. Pardonit eta hac e vezo pardonet deoc’h : roet e vezo deoc’h gant ar memes muzul ma o pezo roet d’ar re-all. Ne zalc’hit quet a gassoni en ho calon ; er moment-ma zit varzu an auter da ober hoc’h offranç, mar deu deoc’h da sonch, eme ar Scritur [4], penos ho preur en deus un dra bennac en hoc’h enep, lezit eno hoc’h offranç, hac it

  1. [I. Joan. II, 11.]
  2. [Job I, 21.]
  3. [Joan. VIII, 44.]
  4. [Matth. V, 23-24.]