Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
doctrin ar guir gristen.

Doue a zifen ouzomp dre’r memes gourc’hemen noazout da vuez spirituel hon nessa, ar pez a eller da ober dre gassoni ha dre voal exempl.

I. Dre gassoni : ur certen buez en deus hon nessa en hor c’harantez evithan : an ini a gassa e vreur, eme sant Ian, a zo muntrer : omnis qui odit fratrem suum, homicida est [1]. Evit caout ar vuez eternel ret caret Doue, hoguen penos e c’hallimp caret Doue pehini ne velomp quet, ma na garomp quet bor breur pehini a velomp, a c’houlen an abostol sant Jacques ? [2] Lezen an Aviel a zo ul lezen a c’hraç, a beoc’h hac a bardon ; rac-se ne veler enni netra muioc’h difennet eguet ar gassoni pehini a zo, eme sant Augustin, ur zantimant a zrouc diazezet er galon : ira inveterata [3]. An ini ne gar quet e vreur a chom en ur stad a varo, eme ar Scritur : qui non diligit fratrem, manet in morte [4]. O Doue, terrupla coms : derc’hel a rit epad eiz-dez, epad ur miz, epad ur bloas cassoni a-enep ho nessa, hac epad an oll amzer-se ez-oc’h ive casseet gant Doue, ha quellies guech ma c’hassantit d’ho santimanchou a gassoni, qüellies a bec’het marvel a gometet a nevez : pebes chaden a bec’bejou ! ar maro a erru, hac evel n’hoc’h eus quet bet a druez ous ho nessa ha n’hoc’h eus quet er pardonet, Doue ive n’en devezo quet a druez ouzoc’h ha n’ho pardono quet : Judicium sine misericordia illi qui non fecit misericordiam [5]. An den vendicatif, eme sant Bazil, a zo henvel ous a zerten quellien vil pere a lez er frouez hac en traou all ar pez a ell beza enno a vâd, evit quemeret ar pez a zo fall ha brein [6]. Evel-se an dud vendicatif ne velont nemet defautou o nessa,

  1. [I. Joan. III, 15.]
  2. [I. Joan. (neket Jakez), IV, 20.]
  3. [Aug., Serm. LVIII (de Orat. dom.), 7.]
  4. [I. Joan. III, 14.]
  5. [Jac. II, 13.]
  6. [Basil. M., Homil. XI de Invidia, 5.]