Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204
doctrin ar guir gristen.

goulou pehini a ziqauez deomp an hent dre behini e tleomp bale nep aon d’en em drompla… An hent da rouantelez Doue a zo hir da diæz, pa na vez disquezet deomp nemet dre goms, mæs æz ha ber er c’havomp pa valeer ennan en hon roc… Ar veleyen a zo laqueet gant Doue evit cundui e bobl ; hoguen, ur c’habiten a dle en em gaout e pen e arme, evit gallout cresqui courach e soudardet dre e vaillantis hac e exempl-vâd… Cousgoude, ma rofe ur belec goal exempl, arabat eo en disprisout, e garacter ne de quet nebeutoc’h santel, mæs ret eo neuse heuill an avis a ro deomp hor Zalver en e Aviel o parlant eus ar pharisianet [1] : sentit, emezan, ous o c’homzou, mæs na rit quet ar pez a reont ; n’o disprisit quet quen-nebeud, abalamour ma zint azezet e cador Moyses, da lavaret eo, abalamour d’an autorite ha d’ar c’haracter o deus recevet digant Doue ; nolite tangere christos meos et in prophetis meis nolite malignari [2].

III. Obliget int da bedi evidomp : Doue en deus roet dezo ar galloud da gonsacri e gorf hac e voad precius, da effaci ar pec’hejou ba da rei an oll zacramanchou en deus instituet : o dever eo eta offr evidomp, evel evitho o-unan, ar sacrifiç santel eus an oferen pehini a zo ar beden dre excellanç hac an agreapla da Zoue, o veza ma teu neuse hor Zalver e-unan d’en em offr evidomp, d’e Dad eternel dre zaouam ar belec. O dever eo ive rei deomp ar sacramanchou hervez o galloud, hac hervez hon oeuvrou hac hon dispositionou, o veza m’o deus recevet ar galloud-se digant Doue, evit hor zicour… Ar veleyen a zo mediatoret etre Doue hac e bobl, o dever eo eta en em lacat dre’r

  1. [Cf. Matth. XXIII, 1-3 sqq.]
  2. [Ps. CIV, 15.]