Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/234

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
doctrin ar guir gristen.

a dle hirvoudi dirac e Grouer, hac e zaëlou a denno vangeanç an Autrou Doue var an dud revoltet. Al lezen ancien a ordrene lacat d’ar maro ab re a vanque dre ourgouill da oboissa d’ar Veleyen ; ma na c’hourc’hemen quet an Aviel ar memes punition er bed-ma, Doue a zo just, ne vnaco quet da bunissa er bed-all an dud coupabl : patiens, quia æternus [1].

III. Pedi evitho : bor Zalver a lavare guechal d’ar bobl a instrue : an eost a zo bras, evit guir, mæs au niver eus al labourerien a zo bian [2], pedit eta mæstr an eost da gaç cals a labourerien d’e zestum : an eost a repræsant oll dud ar bed, a bere an niver a zo bras : en o zouez ez-ema cals a bayanet hac a gristenien-fall, rac-se hor Zalver a recommande d’ar bobl pedi mæstr an eost, da lavaret eo, an Autrou Doue, da gresqui an niver eus ar veleyen-vâd ha da rei dezo an ners bac ar graçou a bere o devoa ezom evit convertissa an dud paour-ma pere a zo ive al labour eus o zaouarn hac ar prix eus e voad… An Ilis e-unan a ro deomp da auaout an obligation hon deus da bedi evit ar veleyen, pa c’hourc’hemen deomp peder guech er bloas, en amzer ar c’botuerou, yun [h]a pedi evit obteni digant Doue beleyen hervez e galon… Ar ræson memes, fontet var ar feiz, a lavar deomp e tleomp pedi evit bor madoberourien, hoguen hor brassa madoberourien eo ministret an Autrou Doue pere a burifi bon ene, deiz hor badiziant, diouz ar pec’het originel ; a effaç, dre’r galloud o deus recevet, hor pec’hejou actuel, hac hon dispos, en amzer diveza eus hor buez da apparissa dirac Doue, ha pere, evit hor sicour, ne espergnont nac o yec’het, nac o repos.

  1. [Aug., Enarr. in Ps. XCI, 7.]
  2. [Matth. IX, 37 ; Luc. X, 2.]