Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
doctrin ar guir gristen.


Deveriou ar groaguez en andret o ezec’h.

Uxores viris suis subditæ sint sicut Domino.
Groaguez, bezit soumetet d’ho priejou evel da Zoue.

Ar groaguez o deus ive daou zever principal da accomplissa en andret ho friejou : da c’houzout eo, ar garantez hac an oboissanç.

I. Caret a dleont o friejou : quemen-ma a zo fontet var an natur, rac biscoas den, eme ar Speret Santel, n’en deus casseet e gorf : nemo enim unquàm carnem suam odio habuit ; mæs er mezur hac er zouten a ra hervez e c’halloud : sed nutrit et fovet eam [1]. Ar priejou eta, o veza ne reont o daou nemet unan, hervez comzou an abostol, a dle necessaramant en em garet, hac ar garantez-se o sicour da veva en ur peoc’h hac en un union santel pere a blich meurbed da Zoue pehini ne ra quet e zemeuranç etouez an drouç hac an drubull : non in commotione Deus [2].

II. An oboissanç : groaguez, eme an abostol, oboissit d’ho priejou, ho pennou int, evel ma’z-eo hor Zalver pen ha chef e Ilis [3]… Ar goaz a so bet crouet da guenta, ar plac’h ne dê nemet ul loden vian anezan, unan hepquen eus e gostou : ar pez a zisquez assamblez mæstroniach ar goaz, hac ar garantez a dlê rên etre’r priejou. Ar goaz en deus ar muia poan, caout a dle eta ive un avantach-bennac : ar c’hreg a chom en ty epad ma vez he fried o labourat er parq pe eleac’h-all dindan ar goal amzer : respetit eta anezan, ha laquit evez ne falfe deoc’h commandi, rac senti eo no tever : quemerit evit squêr santes Monica, mam sant Augustin [4] : affer e devoa ê memes am-

  1. [Eph. V, 29.]
  2. [III. Reg. XIX, 11.]
  3. [Eph. V, 22-24.]
  4. [Gw. Aug., Confess. IX, 9.]