Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
doctrin ar guir gristen.

rien-doue, mezverien, tud lubric hac a voal exempl, avertissit-mâd anezo da cench, ha ma ne cenchont quet goude an eil pe an drede avertissamant, roit ho c’honge dezo ; ur vocen int en ho ty ; ha pa dalfe tri pep-unan anezo, cacit-o quit… Ne garfac’h quet lezel ur sarpant bilimus etouez ho tud, nac un dânvad clân gant ur c’hlênvet stagus etouez ho tênved, lamit eta eus ho ty un den pehini a ell dont da gorrompi hoc’h oll dud, evel ma teu ar goël da gorrompi an toas… Un domestic-mâd eo, eme c’hui, ezom am eus anezan : hac e ve o tomestic quen necesser deoc’h evel ho lagad, gouzout a rit petra lavar Jesus-Christ en e Aviel, ret ê deoc’h er c’has divar ho tro, pell diouzoc’h. Ne zalc’hit jamæs ispicial, tud lubric, na touerien-doue, na goal deodou… Na lezit quet ive ho tomestiquet da vont d’an nosveziou na d’an assambleou difennet : n’o c’hacit quet da labourat er memes parq, na da gousquet er memes campr pe er memes pen-ty, merc’het ha goazet assamblez, pe da viana beillit mâd varnezo… Mæs, allas ! beza ez-eus mistri pere, nemet e vezint servichet-mâd, ne c’houlennont quen ; ne lavaran quet avoalc’h, beza ez-eus mistri ha mæstrezet pere n’o deus affer-ebet eus a gristenien-vâd en o zervich, difen a reont outho frecanti ar sacramanchou hac ober a reont anezo tud fall ha vicius. O pebes barnidiguez a recevo ar vistri miserabl-ma ! ar re a gommand var ar re-all a vezo barnet gant mui a rigol, eme ar Speret Santel ; Doue en deus mui a druez ous ar re-vian hac a bardono dezo æssoc’h, abalamour ma pec’hont gant nebeutoc’h a anoudeguez hac a voal squær, mæs ar re-vras pere a oa carguet da gun-