Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
191
eil loden.

deoc’h lacat an doujanç hac ar garantez divin-se e calonou ar re-all : en em santifiit hoc’h-unan evit ma c’hallot ive santifia ho nessa. Mæs, allas ! ha bed an domestic n’en devize jamæs anavezet an drouc, anez an ty-se e pehini en deus er guelet ; hac e pehini, martese memes, eo bet aliet d’en ober gant ar re a dleie conservi e enor e peril o buez ? O tud a voal-exempl, perissa a rai eta dre o faut, an ene paour-se evit pehini Jesus-Christ a zo maro var ar groas ! Peribit infirmus, in tua scientia frater, pro quo Christus mortuus est ? [1] Muntret hoc’h eus ho preur dre ho goal exempl, mæs e voad a gri venjanç en hoc’h enep, hac hoc’h ene a baëo evit e ini : daonation ho preur a vezo caus eus ho taonation hoc’h-unan. Maleürus, salo e vize deoc’h ne vijac’h bet jamæs ganet! pe e vizac’h bet taulet er mor, ur men milin ous ho couzoug, en deiz-ma voac’h deut er bed !

IV. Ar gorrection : mar gra ho servicherien ur faut-bennac, ez-eo ret o repren gant ur speret a zouçder hac a garantez, ha mar dê necesser o funissa, e tleer en ober, non pas dre goler na dre humor, mæs gant ur garantez a dad, goude beza pedet Doue, aroc ha goude ar gorrection, o compren penos, anez ar sicour a Zoue, ne allomp ober netra vâd, hac ive o caout memor, penos hon deus ur tad commun en êe, pehini ne respeto na mæstr na mevel, deiz ar varn, mæs pehini a rento da pep-unan hervez e œuvrou. Ne vezit quet eta egaç en andret ho tomestiquet, mæs tretit anezo evel tud a bere e rencot renta cont da Zoue : evit traouigou dister, serrit ho taoulagad, ha ne gorrigit nemet dre hoc’h exempl vâd ; mæs ive, mar hoc’h eus domestiquet toue-

  1. [I. Cor. VIII, 11.]