Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189
eil loden.

pehini e chomer ? E faut a guemen-ma, e c’hexposit ho tomestiquet da laërez divar ho coust, da veza digalon en o labour, da zispign en davarn evit en em soulagi ha da lavaret drouc ac’hanoc’h o rei da anaout penos ne dint quet guelloc’h maguet en ho ty eguet ho loened. Mont a ellont en o zro, eme c’hui ; ia, mont a ellont, mæs mar dê an oll quer cruel ha quer barbar a c’hui, e renco an domestiquet paour perissa, petra-bennac ma zint quic ha goad eveldoc’h, ha ma zint eveldoc’h bugale da Zoue, ho preudeur hac ho c’hoarezet e Jesus-Christ… Ar Speret Santel a lavar deoc’h e tleit beva-mâd ho c’hêgen, abalamour d’ar zervich a rent deoc’h [1] : pebes sourci na dleit-hu quet eta da gaout eus ho servicher pehini a zo, eveldoc’h, al labour eus a zorn Doue, hac ar prix eus a voad Jesus-Christ ?

II. An instruction : piou-bennac, eme an abostol, n’en deus quet a zourci eus e zervicherien, en deus renoncet d’ar feiz, hac a zo goassoc’h eguet ur payen [2]. Pastoret ho famill oc’h, eme sant Augustin, rac-se e tleit instrui tud ho ty [3]. Sant Chrisostom a lavar penos ur c’hristen-mâd a ell ober en e dy, ar memes ofiç evel ur pastor en ilis , rac-se ar sant-ma a bede ar pennou tyeguez da bartagi ganthan ar garg a bastor, o tigaç da sonch da dud an ty, er pez a vez lavaret hac espliquet en ilis, oc’h o instrui dre goms ha dre exempl, evit gallout o fræzanti gant fizianç, deiz ar varn, dirac tribunal Doue [4]. Sant Charles Boromee, en drede concil a Vilan [5], en deus merquet er fæçon-ma deveriou ar vistri hac ar vestrezet en andret oll dud o famill: 1° lacat evez a dleont, emezan, ne ve nicun en o zy a ne ve quet instruet-mâd var

  1. Diwar Deut. XXV, 4 : Non ligabis os bovis terentis in area fruges tuas.
  2. [I. Tim. V, 8.]
  3. [Cf. Aug., Sermo X (in Dedic. eccles.), c. 3 (dre vras).]
  4. [Jo. Chrys., Homil. in II. Thess. V, 3.]
  5. [Bl. 1573. Gw. Acta Ecclesiæ Mediolanensis… (Mediolani, 1582), fol. 36.]