Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
doctrin ar guir gristen.

dezan hac a guemeras an tec’h. Ma digoësse gueneoc’h un dra-bennac henvel, respontit evel Joseph : guel eo gueneen ar maro eguet ar pec’het : mæs n’en em gontantit quet da lavaret comzou caer, tec’het evel Josepn hac e viot victorius evelthan : fuge et vicisti [1] ; mar chomit en danger ha mar er c’harit, e perissot ennan, eme ar Speret Santel [2]… En ur plaç mâd e maoc’h, eme c’hui, ha commanand-vras hoc’h eus : ia, mæs petra dall deoc’h gounit ar bed-oll, mar collit hoc’h ene ? Poan hoc’h eus o quitaat tud pere a garit, ha gant pere ez-oc’h caret : mæs Jesus-Christ a lavar deoc’h penos mar de ho lagad un occasion a bec’het evidoc’h, e tleit diframma ho lagad hac en teuler pell diouzoc’h [3] : perac ? Abalamour ar silvidiguez a so un affer absoluamant necesser, mancout d’he ober a zo en em renta eternelmant maleürus.

Deveriou ar vistri hac ar vestrezet en andret ho zervicherien.

Si est tibi servus indelis, sit tibi quasi oculus tuus, et quasi fratrem sic eum tracta.

Mar hoc’h eus ur zervicher hac a zo fidel deoc’h, carit-ên evel ho buez ha tretit anezan evel ho preur.

Deveriou ar vistri en andret o zervicherien o deus cals a henvelediguez oc’h deveriou an tadou hac ar mamou en andret o bugale : dleout a reont ive dezo magadurez, instcuction, exempl-vâd, correction hac azistanç.

I. Ar vagadurez a dle beza ræsouabl ha conform da gustum an dud honest eus ar c’hartier e

  1. [Lavar boutin (a-wechoù lakaet war gont S. Bernard).]
  2. [Eccli. III, 27.]
  3. [Cf. Matth. XVIII, 9.]