Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/219

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187
eil loden.

ra pep-tra evit plijout dezan evel d’e væstr quenta. Uguent vloaz-so, eme Jacob da Laban, abaoue ma e ma-oun en ho servich, n’em eus espergnet na poan na trevel evit ho servicha-mâd ; n’em eus respetet nac ar glao nac an avel, nac ar yenien nac an domder evit gallout cresqui ho tanvez [1]. Eürus ar zervicherien a ell lavaret gant guirionez quemen-ma, hac eürus ive ar vistri o deus affer oc’h ar seurt tud, pere a den varnezo o-unan ha var ar re-all benedictionou an êe… 2° Fidel en ho lagad : ne dê quet avoalc’h deoc’h beza jurdic hoc’h-unan, ret eo ouspen beilla var ar re-all, ha miret ne raent gaou-ebet ous o mæstr, rac, mar roit golo d’ar re a voal-guemer, ez-oc’h quiriec eus o fec’het hac obliget da restitui en o flaç, ma na reont quet… 3° Fidel a c’hinou hac a deod : ne zeuot jamæs da zibri na da eva divar o c’houst, nemet dre bermission : beza ez-eus servicherien, ispicial queguinerezet pere ne gavont blaz-vâd-ebet d’o bouet assamblez gant ar re-all. Beillit ive var ho teod, na ziscuillit jamæs netra eus a guement a vezo græt na lavaret en ho præsanç pa ho pezo cenchet condition : beza ez-eus, siouas ! cals a zomestiquet pere a ziscuill fautou ha secrejou ar famillou, hac a deu evel-se da hada ar pec’het hac ar gassoni etouez bugale Doue… 4° Bezit fidel d’ho mistri e pep-tra nemet er pez a zifen Doue ouzoc’h, evel Joseph, mab da Jacob [2] : ar zervicher-ma en devoa affer ous a ur maestr-mâd hanvet Putiphar, pehini e c’hare cals meurbed ; mæs e væstrez a oa ur c’hreg losq hac impudic pehini a fallas dezi en dishenori. Joseph o veza he c’hlêvet a respontas e oa guël ganthan mervel eguet offanci Doue gant ar re a roe bara

  1. [Gw. Gen. XXXI, 38 sqq.]
  2. [Gw. Gen. XXXIX, 1-6.]