Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/218

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
doctrin ar guir gristen.

gant doujanç, e servichit Doue memes, pa eo guir, ispicial, penos n’o zervichit quet abalamour d’ho c’haliteou-mâd, mæs abalamour da Zoue ; er fæçon-se ne d’oc’h mui servicherien d’an dud, mæs da Zoue hepquen ; evel-se e tisprisit an oll draou crouet hac e rênit varnezo oll, evel Doue e-unan : servire Deo, regnare est [1].

III. An oboissanç : sentit eus ho mistri, Doue e-unan er gourc’hemen deoc’h ; servicherien, eme an abostol sant Per, sentit ous ho mistri, non pas hepquen, pa o pez chanç da erruout gant tud-vâd, maes ive pa en em guefot gant goal-dud [2]. Cousgoude, pa lavar deomp an abostol sant Per senti outho ha pa vent-fall, ne lavar quet deomp senti outho er pez a c’hourc’hemennont control da lezen Doue, rac Doue a so brassoc’h mæstr evitho, ha pa na vezont quet a ul lavar, e renquer senti oc’h Doue dre bræferanç : ar pez a entent eta an abostol, hac a dleomp da entent hon-unan eo, ez-omp obliget da zenti outho, pe seurt tud-bennac e c’hallont beza, ha penos bennac e commandont deomp , dre zouçder pe dre goler, dre gaer pe dre act.

IV. Ar fidelite : 1° fidel e renquit beza a zorn, da lavaret eo, na dleit rei na quemeret netra divar goust ho mæstr hep permission. Laëronci ur zervicher o veza vila laëronci-so, a vilit ive ar brassa punitionou. Fidel e tleit beza da ober pront ha gant joa ar pez a lavar deoc’h ho mistri, o labourat adre o c’hein couls evel dirazo. Ar zervicher fall, eme ar Speret Santel [3], n’en deus aoun-ebet rac præsanç Doue, ne zouj nemet lagad e vaestr : ad oculum servientes [4] ; mæs ar zervicher-mâd a gred ema ato e præsanç Doue hac a

  1. [Lavar boutin.]
  2. [I. Pet. II, 18.]
  3. […]
  4. [Eph. VI, 6 ; Col. III, 22.]