Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
181
eil loden.

bennac ha legitim, n’en em zevichit quet eus an autorite a ro deoc’h al lezen gant aon da gaout queuz pe goal-vuez goude.

III. Mar dezirit beza enoret ha respetet gant ho pugale, n’en em gontantit quet d’o maga ha d’o instrui, roit ive dezo ah exempl-vâd. An hent d’ar barados a zo hir ha diæz dre ar c’homzou, mæs ber hac æz eo dre’n exempl-vâd. Ar memes quentel a roas guechall sant Jerom da un itron a galite pehini a scrive dezan evit goulen e pe fæçon instrui-mâd ur verc’h he devoa. Mar fell deoc’h, eme ar sant, e cundufe ho merc’h ur vuez santel, na rit netra dirazi, na c’hui nac ho pried, na alfe e-unan da ober en honestis. Ar bayanet memes a gomprene mâd ar virionez-ma, Juvenal ne oa quen, hac a lavare : ur respet-bras a dleer d’ar vugaligou [1] ; mar fell deoc’h ober un dra-fall bennac, n’er grit quet e præsanç ur c’hrouadur. Rac-se, mar fell deoc’h e ve devot ho bugale, bezit devot hoc’h-unan : aoun hoc’h eus na doufent Doue ? n’er grit quet en o fræsanç : requeti a rit e tostaent ous o sacramanchou ? Tostait hoc’h-unan : e vent douç, patient, guirion, charitabl en andret an nessa ? bezit humbl hoc’h-unan, douç, patiant, guirion en hoc’h oberou hac en ho comzou, ne livirit jamæs drouc a zen ebet, roit un aluzen d’ar paour maleürus ar c’hrouadur pehini en deus evit tad hâ mam tud vicius ! caus e vezont alies eus a zaonation o bugale, pere, eme sant Cyprien [2], a gri eus a greiz ar flammou eternel vengeanç a-enep o zud. Doue just, a leveront, lezit da goëza var an tad hac ar vam fall-se ar birou eus ho coler, rac ne dê quet nî eo ar re a zo en em gollet, mæs int

  1. [Juvenal., Sat. XIV, 47 sqq. : Maxima debetur puero reverentia…]
  2. [Cf. Cypr., De laps. I, 9.]