Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
eil loden.

o lez da grial queit a ma queront, betec memes noazont d’o yec’het hac o lezel en danger d’en em vlessa gant un dra-bennac ha da zont evel-se dic’halloud da glasq na da c’hounit o bara. N’o deus quet a amzer a leveront, da c’houzout eo , ne garont quet ar vugaligou-ma pere a zo cousgoude ælez an douar, Er c’hontrol, beza ez-eus ive cals a dadou hac a vamou, pere a zo en ur fæçon-bennac henvel ous ar marmous : al loen-vil-ma a deu da vriata quer-stard e re-vian, quen a deu evel-se alies d’o mouga ; er memes tra, caout a rêr, re stang, siouas, tadou ha mamou pere o deus evit o bugale ur garantez disordren : oll dud an ty a renco beza en o zervich : ne vezint jamæs reprenet gant aon da zisplijout dezo : lezet e vezint da veva en o rôl : ne vezo parlantet dezo nemet eus a bep seurt c’hoariou hac eus a bep seurt plijaduresou : ar vam a ficho abred he c’hrouadur hac e sacrifio evel-se dre avanç, non pas da Zoue, evel pa falveas guechal da Abraham immoli Isaac, e vab unic [1], mæs da zrouc-speret ar vanite hac an ourgouill : immolaverunt diis et non Deo [2]. Pe seurt instruction a ell ar seurt tud da rei d’o bugale ? o mezur a reont ; naturel e dezo ; an anevaled ne reont quet nebeutoc’h, ne reont e quemen-se nemet ar pez a ra ar bleizi hac an tigret er c’hoajou… O desqui a reont da veva : an ægl ive a zesq e laboucet da nigeal, hac ar yar a zesq he re-vunud da voeta ; mæs, tadou ha mamou, obliget oc’h c’hoas da instrui ho bugale eus o oll deveriou e quêver Doue, e quê-ver o nessa hac en o andret o-unan. Desquit eta dezo ar fæçon da bidi, da ober pep-tra evit Doue, da enori e hano santel dre un descadurez chris-

  1. [Gw. Gen. XXII.]
  2. [Deut. XXXII, 17.]