Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/210

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
178
doctrin ar guir gristen.

roit ive dezo da gompren penos e ve guel gueneoc’h o guelet o vervel eguet o cometi ur pec’het marvel hepquen. Desquit dezo abred o fedennou hac ar mysteriou principala eus ar feiz : aroc an oad a seiz vloas, accustumit anezo da vont d’an ofiçou divin, d’ar c’hatekismou ha da goës.

II. Evel a velit, ne dê quet avoalc’h deoc’h maga ho bugale, ret e deoc’h c’hoas o instrui endra ma zint yaouanq : ar vugale a zo neuse evel coar-tôm da behini e c’heller rei ar furm a garer ; evel ur peç mæzer a behini e c’haller ober a bep seurt dillad : evel un tam coat pe vên var behini e c’heller merca a bep seurt traou : evel ul [sic] mellezour pehini a repræsant an objedou a laquer dirazan : evel an ecleo pehini a respont ar pez a leverer : evel ur blanten yaouanq penini a laqueer da guemeret ar plaç a garer. Mæs, allas ! caout a rer, siouas, cals a dadou hac a vamou pere en em gomport e quêver o bugale evel me en em gomport a vechou e quêver o re-vunud un darn eus ar brini : al laboucet dister-ma, evel ma ve diglocet o re-vian, a deu d’o c’huitaat ha d’o dilezel, marteze abalamour n’o deus quet ar memes liou gantho : caër o deus crial, mervel a raffent gant an naon, pa na ve ma teu ar brovidanç d’o mezur dre’r gliz a laca da guëza en amzer-se, hervez testeni ar profet David : qui dat jumentis escam ipsorum et pullis corvorum invocantibus eum [1] ; evel-se an tadou hac ar mamou fall a bere e parlantomp, a chom hep caout an disterra zourci eus o bugale. Ar re binvidic evit en em zizober anezo, en em hast d’o lacaat etre daouarn domestiquet pe maguerezet da bere e roont un dra-bennac evit o dihoal hac o maga ; ar re baour,

  1. [Ps. CXLVI, 9.]