Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177
eil loden.

gueneoc’h eo e goll, aroc m’en devezo recevet ar vadiziant, guelet a raffe an ifern aroc beza guelet an deiz. En hano Doue, liquit evez eta ous al lamou, ous ar goler, ous ar goal-veïou hac ous a guement a ell noazout deoc’h er stad e pehini en em gavit. Tostait alies ous ho sacramanchou evit gallout evel-se en em santifia hoc’h-unan ha santifia, en ur fæçon-bennac, ar frouez a zouguit. Goude beza ganet ho crouadur, er maguit hoc’h-unan, mar dê possubl deoc’h : mam sant Louis ne bermetas jamas da c’hreg-ebet rei eus he lez d’he mab-bian : ne laquit quet ho crouadur da gousquet gueneoc’h aroc m’en devezo deiz ha bloas ; a bed ar vam ne vezint biquen diremors o veza cavet o bugale maro en o c’hichen pa zihunent. Mæs pa na errufe quet guenoc’h ar goal-eur incomprenabl-ma, ez-oc’h coupabl a bec’het quellies guech ma en em exposit dre o faut, oc’h o lacat hepquen dindan an dillad da gousquet, ur c’haz reservet eo en escopti-ma hac e cals a escoptiou-all. Pa vezint deut d’an oad a bemp bloas, n’o laquit mui guencoc’h er memes guele, nac ar botret assamblez gant ar merc’het, goude an oad-se ; an Ilis en difen ouzoc’h : maguit-o er guel a Zoue, hervez ho stad hac ho c’hondition : desquit dezo a vianic prononç an hano a Zoue hac an hano a Jesus : livirit dezo gant mam ar Machabeanet [1] penos eo digant Doue o deus recevet ar vuez, ba penos e tleont sevel alies o daoulagad varzu an êe e peleac’h e ra e zemeuranç : laquit en o c’halonou ur garantez santel evit Doue, hac ur spount-bras da zisplijout-dezan dre’r pec’het pehini eo ar guir drouc : en ur rei dezo da anaout peguen tener oc’h en o andret,

8.

  1. [Cf. II. Macch. VII, 27-28.]