Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
eil loden.

en o ezomou spirituel, accomplissit-mâd ho bolonteziou diveza, ha pedit Doue evitho goude o maro. Va bugale, a lavar deoc’h an tad-mâd, ar vam dener-se, eus a greiz tourmanchou ar purcator, ho pezit truez ouzomp ! hon dillad eo a c’holo ac’hanoc’h, hac en douarou hon deus lezet gueneoc’h e cavit peadra da veva en hoc’h-æz ; abalamour d’ar garantez re-vras hon deus bet evidoc’h, eo ez-omp dalc’het ama gant an dorn eus a justiç an Autrou Doue ; ho pezit eta truez ouzomp !… 2° Ar c’hrouadur pehini a gar e guirionez e dad hac e vam, a dlê ive pourvei d’ho ezomou temporel, en hevelep-fæçon ne vanco netra dezo mar gall : tenna a dle, mar dê necesser, an tam eus e c’hinou evit e rei d’e dad ha d’e vam. Mæs mar dê ur c’hrim da ur c’hrouadur, mancont da vaga e dud, petra da lavaret eus ar re o c’huita hac o dilez en amzer-ma o deus muia ezom anezo ! petra da zongeal eus ar re a zispign quement a c’houneont, er c’hoariou, en tavarniou hac e cals a zizurzou-all, hep en em lacat e poan da zourcial eus o zud ? O Doue, petra da gredi eus ar re o laër hac a lam digantho ar pez a so necesser dezo evit beva ? Sant Augustin a respont ez-int muntrerien : non pavisti ? occidisti [1]. Cometi a reont ur c’hrim brassoc’h eguet ini al laeron, pere a laz an dremenidi evit caout o arc’hant, rac lemel a reont o buez digant ar re o deus roet dezo o ini. Pebes crim ! evit ampech ar seurt disurz, ar Speret Santel a ro deomp an avis-ma : ne roit quet d’ho mab a c’halloud varnoc’h epad ho buez, ha ne roit quet dezan ho tanvez, gant aon n’ho be queuz, ha ne veac’h obliget da c’houlen outhan peadra da veva [2] : mæs pa viot e fin ho buez, ran-

  1. [Lactant., De Inst. div. VI, 11 (alies lakaet war gont tud all).]
  2. [Eccli. XXXIII, 20.]