Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/202

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
doctrin ar guir gristen.

pehini ne ra van-ebet evit beza avertisset, cacit-ên dirac ar varnourien pere er c’hondaono da veza lazet a doliou mein, evit lemel evel-se ar goal-exempl eus a douez an dud ha rei squer-vâd d’an oll [1]. Absalon, mab da Zavid, a chomas crouguet ous a ur vezen a zivar-bouez e vleo, ha Joab e lazas er stad-se, abalamour ma ouïe penos e oa en era revoltet a-enep e dad [2]. Rac-se al lezen naturel, ar gourc’hemen, ar promessaou, ar gourdrouzou a ra Doue deomp, a ro sclær da anaout an obligation hon deus da enori hon tadou hac bor mamou : en enor-ma, ez-eo comprenet, evel en o zourcen, ar garantez, ar respet, an oboissanç hac an asistanç a dleomp ive dezo.

II. Obliget omp d’o c’haret : ar garantez a zo æssoc’h da gompren evit da esplica : roit d’în eme sant Augustin, un den penini a gar, hac e compreno ar pez a lavaran : da amantem et senti[e]t quod dico [3]. Ur c’hrouadur e gar e dud, mar en em blich en o c’hompagnunez, mar sonch enno alies, mar guemer e pep-tra o avis, mar sent outho gant joa ha mar parlant-mâd anezo. 1° An natur a lavar deomp : carit ho tad hac ho mam, rac dezo e tleit ar vuez : honnez eo ar guentel a ro deomp ar bleizi, an tigret hac an anevaled ar re gruella. Ha possubl eo ne garfemp quet ar re eus a bere ar goad a red en hor goazied, hac a bere ez-omp ar c’hiq hac ar substanç ! 2° Doue a lavar deomp : caret a reot ho nessa evel d’hoc’h hoc’h-unan : hoguen hon tud nessa eo hon tadou hac hor mamou ; Doue e-unan a ra deomp eta un obligation absolu d’o c’haret evel d’o enori. 3° An anoudeguez-vâd a dleomp d’hon tadou ha d’hor mamou a gresq c’hoas an obligation-ma, O

  1. [Gw. Deut. XXI, 18 sqq.]
  2. [Gw. II. Reg. XVIII, 9 sqq.]
  3. [Aug., De cons. evang., XXVI, 4.]