Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/201

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
169
eil loden.

lavaret a ra : an ini a enor e dad hac e vam a zo henvel ous an ini a zestum un tenzor ; clevet e vezo eus e bedennou en deiz-ma pedo : hir hac eürus e vezo buez ar re a enor o zad hac o mam [1]… Guelet a rêr, evit guir, bugale-vâd avoalc’h o vervel a bred, mæs Doue ne c’halv anezo davinthan, nemet evit ar guella, rac-aoun oc’h, o lezel hirroc’h var an douar, na deufe corruption ar bed da zouilla o c’halonou. Mar gueler eta bugale o vont a vianic gant Doue, ez-eus ive cals pere a varv e punition d’an nebeud a respet a zougont evit o zadou hac o mamou. Sant Bernardin [2] a raport deomp penos un den yaouanq eus e amzer, guinidic eus a Valanç, e rouantelez Spagn, goude beza græt cals a boan d’e dad ha d’e vam dre e zizoboissanç, en em daulas da laërez ; crouguet e voue d’an oad a trivec’h vloas, hac e vleo a deuas da venna quement oc’h ar potanç, ma seblante caout dec vloas ha pevar-uguent. An escop eus ar guær a Valanç a bedas Doue da rei dezan ur sclerigen-bennac var guemen-ma, hac a anavezas e vije deut an den yaouanq d’an oad-bras-se, ma en devize douguet ar respet a dleie de dad ha d’e vam. 4° Ar gourdrouzou a ra ive Doue d’ar vugale dizent ha direspet, a dlefe hon lacat da grêna : benediction an tad hac ar vam, eme ar Speret Santel, a grea ty ar vugale, mæs o mallos en discar betec ar fin fond [3]. Cam , mab da Noe, a reas goab eus e dad en ur certen occasion, ha Noe a roas e vallos d’e vab ha d’e oll lignez, dre fæçon bugale Cam a deuas da veza malurus evel o zad, hac esclavet da Sem ha da Japhet, daou vab-all Noe [4]. Mar hoc’h eus, eme ar Scritur, ur mab dizent

  1. [Cf. Eccli. III, 5-7.]
  2. […]
  3. [Eccli. III, 11.]
  4. [Gw. Gen. X, 23 sqq.]