Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/187

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
eil loden.

ho rento c’hoas justoc’h ha santelloc’h : qui justus est, justificetur adhùc, et qui sanctus est, sanctificetur adhùc [1] ; mar d’och ignorant hac e stad a bec’het, ez-oc’h obliget d’en em instrui dindan boan a zaonation, ha da glevet gant respet an avizou-mâd a roer deoc’h evit gallout ho tenna eus a zindan esclavach an drouc-speret. Obliget oc’h da receo ar sacramanchou en deus instituet hor Zalver evidoc’h, ha da vale en hent a gundu d’e rouantelez ; mæs penos e recevot-hu mâd ho sacramanchou, ma na ouzoc’h quet anaout an dispositionou requis evit o receo ? penos e c’hallot-hu bale en hent a gundu d’ar barados, ma na ouzoc’h quet e anaout ? Piou-bennac e c’hallit beza, clevit eta gant respet ha gant attantion comzou Doue, hac evel ar Verc’hes Vari, songit alies enno, ha dalc’hit ho doun en ho calon : Maria autem conservabat omnia vcrba hcec, conferens in corde suo [2]… 4° Assista a dleit ive er gousperou pere a zo evel sacrifiç ar pardaez, sacrificium vespertinum, hac evel an ofiç eus a anteramant hor Zalver pehini, diouz ar mintin, a zo en em immolet evidoc’h var an auter. Guir eo penos ar gousperou ne dint quet gourc’hemennet deomp evel an oferen, dindan boan a bec’het marvel, mæs hor mam santel an Ilis hon ali meurbed da assista enno : pedennou ar re gaera int, canet e commun : excellanta moyen evit apæzi coler Doue, ha tenna varnomp e c’hraçou ! Deiz ar zul a zo oll da Zoue : obliget omp eta da bedi er guær pe en ilis ; mæs o pedi en ilis, e sentomp eus an avis a ro deomp, hac e pedomp e commun ê ty hor mæstr, ar pez a rent hor peden cals agreaploc’h dezan pa eo guir e bromet en em gaout e-unan

  1. [Apoc. XXII, 11.]
  2. [Luc. II, 19.]