Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/186

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
doctrin ar guir gristen.

tud ar barres savet assamblez varzu Doue. Pec’hi a rer, hervez meur a goncil eus ar rouantelez-ma, o chom hep ræson legitim ebet, teir sulvez dious-tû, hep assista en ofiç parres. Gant aon d’en em drompla, en ur vatier quen important, pep-ini a dle rei mâd da anaout d’e bastor pe d’e goessour evit pe ræson e cred gallout chom hep dont d’an ofiç d’e ilis parres. Evit en em iscusi, lod eus an dud a lavar e cavont re-hir an ofiç en o farres, ha lod-all e cavont re-hir an hent : d’ar re a gao re-hir an ofiç, e c’heller lavaret gant guirionez penos ne garont quet an Autrou Doue, abalamour n’en em blijont quet en e dy o clêvet e veuli hac o clêvet parlant anezan : digant ar re a gao re-hir an hent e c’houlenfen petra ne roffent-hy quet evit yec’1het o c’horf, evit gounit ur som considerabl ? Perac na rahent-hy quet ar pez o deus græt ho zud-coz er feiz, hac ar pez a ra c’hoas cals a re-all eus o c’hartier ?… Offrit da Zoue ar boan hoc’h eus oc’h ober an hent hir ha diæz-se, evit ar pec’hejou hoc’h eus cometet var ar zizun : nevezit bep sul, en ho parres ho resolutionou-mâd ha promessaou ho badiziant dirac an auter sacr var behini e vez offret evidoc’h quellies a vech ar victim a silvidiguez, ha dirac an dribunalou santel eus ar binigen e pere ez-oc’h bet quellies a vech reconciliet gant Doue. 3° Ret eo assista er prôn hac en instructionou a rer en ilis parres. An Ilis a ra un obligation absolu d’ho pastor d’hoc’h instrui, ha dre eno, hoc’h oblich ive da glêvet ar pez a lavar deoc’h eus a berz Doue, pehini a stag, dre garantez evidoc’h, graçou particulier ous e gomzou. Mar d’oc’h instruet-mâd hac e stad a c’hraç, comzou Doue, en ur vezur hoc’h ene,