Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
eil loden.

rabl : ho langach a ro d’în da gredi eo gant an ifern, siouas ! Cum inferno fecimus pactum [1] ; rac parlant a rit langach ar vro-se : ia, pa ho clevomp o nondeal, o sacreal, o leusquel malosyou, pa velomp en ho touez an drouç nac an drubull, e lavaromp gant glachar, mæs allas ! gant guirionez : an dud-ma o deus evit tad an drouc-speret, o langach hac o buez en ro sclaer da anaout : vos ex patre diabolo estis… loquela tua te manifestum facit [2]… Compren a ran penos an drouc-sperejou a ell blasphemi dre zizesper, guelet a reont ar c’holl o deus græt ; mæs c’hui, blasphematourien, ha collet hoc’h eus-hu ive pep esperanç ? ha renoncet hoc’h eus-hu ive dre avanç, d’ho pers er barados ? Salocras, a respontit, mæs quemeret hon deus an accustumanç fall da charneal, ha n’ez-omp mui evit en em ampech : disaïezit d’în eta hoc’h instrumanchou a binigen, hac ar boan a guemerit evit en em viret ous ar charneou-se : ped yun, ped aluzen hoc’h eus-hu græt evit goulen ar c’hraç d’en em gorrigea ? mar grit pinigen eus ar pec’hejou-se pere a rit hep songeal ; mar renoncit dezo bemdez diouz ar mintin en ho pedennou, e credan avoalc’h ne d’oc’h quet marteze coupabl-bras, hac ho pezo hep dale ar c’hraç da cench ; mæs ma na renoncit quet d’an tech fall-se, ha ma na rit pinigen ebet, ar goal accustumanç hoc’h eus, pell da lemel ho faut, ho rent choas cals coupaploc’h. En effet, eleac’h excusi ur c’hrouadur var digarez ma lavar deoc’h en deus an accustumanç da squei gant e dud, e lavarfac’h, gant ræson, penos ez-eo coupaploc’h abalamour d’e oal-accustumanç : an accustumanç da laërez ne rent quet dibec’h al laër, er c’hon-

  1. [Is. XXVIII, 15.]
  2. [Joan. VIII, 44.]