Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
eil loden.

obliget da gaç re-all en ho plaç, na da accomplissa ar vœuïou græt evidoc’h, quen nebeud na da ober evit ho tad hac ho mam ar pez n’o devoa quet gallet da ober o-unan, mar boa personel ar vœu o devoa græt ; rac, mar boa reel, da lavaret eo, mar o devoa prometet rei lod eus o madou d’an Ilis pe d’ar paour, o hæritourien a zo, eme ar pap Innoçant III [1], obliget da rei evitho, da viana mar o deus peadra hep ober tor da zen. Red eo eta derc’hel-mâd d’ar promessaou græt da Zoue a behini na eller quet ober goab, ha memes d’ar promessaou græt d’an dud : rac-se , an dud yaouanq pere en em bromet an eil d’eguile, hac a vanq d’o fromessa, hep ræson legitim ebet, a ra fall-bras : obliget memes e c’hell beza unan anezo da rapari an tor en deus græt d’eguile. An dud fur hac a zoujanç Doue a ra reflexion aroc prometti, hac a zalc’h-mâd d’o fromessa.

IV. Enori a rêr an hano santel a Zoue dre’l lê just ha legitim : en effet, al lê græt gant ar c’honditionou requis a zo un act a religion ; rac ober lê, pe douet, a zo quemeret Doue da dest : hoguen quemeret evel-se Doue da dest a zo enori e berfectionou infinit, abalamour na douer nemet dre’r pez a so huelloc’h evidomp. Pa guemeromp eta Doue da dest, e c’hanzavomp penos e c’hallomp en em drompla, ha trompla ar re-all, hac e c’halvomp d’hon difen ha d’hor zicour an Autrou Doue pehini a zo ar virionez memes ; evel ma c’helver da dest un den honest en un affer important. Rac-se Doue e-unan a ordren deomp touet dre e hano, mæs touet gant doujanç : Dominum Deum tuum timebis et per nomen ejus jurabis [2]. Moyses a gomprene mâd ar virionez-ma,

  1. [Extrav. De censibus, l. III, tit. 39, cap. Ex parte, 18.]
  2. [Cf. Deut. X, 20.]